E-kerzh miz Meurzh 2016 eo bet pedet An Drouizig d'un nebeud darvoudoù evit brudañ hag eskemm diwar-benn labour ar gevredigezh.

 

 

 

Sizhunvezh ar brezhoneg a c'hoarvez etre ar Sadorn 12 hag ar Sul 20 a viz Meurzh. Gant kevredigezhioù Bro-Naoned e vo aozet darvoudoù tro-dro d'ar yezh ha kinniget e vo gant Kentelioù an Noz d'ar 15 a viz Meurzh adalek 7e noz en Ti Keltiek ur ginnigadenn diwar-benn labour ar gevredigezh, heuliet gant ur gouel staliañ (Install party) evit lakaat meziantoù e brezhoneg war hoc'h urzhiataer, pellgomzer, pe hoc'h alc'hwez USB. Staliet e vo un urzhiataer evit kinnig ar c'hoari video Steredenn, savet gant ar studio Pixelnest ha bet troet e Brezhoneg e 2015.

 

Roll an darvoudoù e Liger-Atlantel evit sizhunvezh ar brezhoneg

 


Gouel ar frank a vo e Lannuon d'ar Sadorn 26 a viz Meurzh e sal an Ursuladezed. Un hollad a ginnigadennoù hag a standoù tro-dro d'ar meziantoù ha d'ar sevenadur frank a vo kinniget aze. Pedet eo bet An Drouizig da gomz diwar-benn kudennadur troidigezh ar meziantoù frank da 11e beure. An devezh-pad e vo ur stand gouestlet d'An Drouizig en dachenn geodedel. Aze e vo tu kaozeal, tapout goodies ha prenañ pegsunioù C'hwerty da lakaat war ho klavier.

 

 

 

Mont a raio An Drouizig betek Dulenn d'ar 5 ha 6 a viz Meurzh evit un emvod etrekeltiek aozet gant Mozilla evel ma oa bet warlene. Du-se e vo komzet eus danvezioù liesseurt ha labouret war an troidigezhioù a vank. Gallout a rit lenn ar roll-labour war wiki Mozilla.