Aet eo war-wel Minecraft 1.9 d'ar c'hentañ a viz Meurzh gant Mojang

Minecraft, ar c'hoari mil-vrudet a ra berzh spontus e-touez ar re yaouank, a c'haller lakaat e brezhoneg abaoe ar c'hentañ a viz Meurzh 2016, en handelv 1.9.

 

Er c'hontrol da lodenn vrasañ ar c'hoarioù video eo bet dibabet gant Mojang fiziañ an troidigezhioù er gumuniezh c'hoarierien a-drugarez d'ar savenn crowdin. Evel-se ez eus bet tu da c'houlenn ma vefe lakaet ar brezhoneg e-touez ar yezhoù kinniget. An holl a c'hell neuze kinnig troidigezhioù ha mouezhiañ evit ar re a gavont gwelloc'h.

An droidigezh-se n'eo nemet evit Minecraft war urzhiataer. Ne gemer ket e kont an handelvoù hezoug pe war penel-c'hoari (Xbox, PlayStation, WiiU...). Ar re-mañ a zo bet troet gant embregerezhioù er yezhoù "bras" nemetken.

 

Minecraft a zo ur c'hoari "poull-traezh" e lec'h ma c'hell ar c'hoarier ober ar pezh a fell dezhañ.

Pesketañ, liorzhañ, mengleuziañ, met dreist-holl sevel traoù ha merdeiñ ar bed a c'haller ober e Minecraft. Kevrinoù a bep seurt a zo er bed, ha bedoù kenstur zoken.

Atav vez kavet traoù d'ober, dreist-holl gant ar mod liesc'hoarier ha gant an askouezhioù savet gant ar gumuniezh evit ouzhpennañ traoù er c'hoari.

 

Minecraft a c'hell bezañ prenet war Mac, Windows ha GNU/Linux evit 19.95€:
https://minecraft.net/

 

Setu an neuz Drouizig a vez gwelet er skeudenn gentañ, ma fell deoc'h pellgargañ pe gwellaat anezhi: