Aet eo war-wel Firefox iOS 1.1 er bed a-bezh d'an 11 a viz Du 2015 gant Mozilla

Dale a zo gant ar pennad-mañ dre ma n'eus iPhone ebet gant skipailh An Drouizig, ha ne oa ket tu da amprouiñ an troidigezhioù pe gemer tapadennoù-skramm d'an deiziad m'eo bet ermaeziet an arload war iOS.

 

Goude Firefox war Android eo bet divizet gant Mozilla tizhout pellgomzer Apple gant Firefox war iOS, daoust d'ar bevennoù lakaet gant Apple war an diorroerien arloadoù. Goulezadoù en deus ranket Mozilla ober neuze.

Difennet eo gant an arloadoù iOS arverañ ul lusker deouezadur disheñvel douzh Webkit, hini ar merdeer kefridiel (Safari). N'halle ket neuze Mozilla ober gant Gecko, al lusker arveret war kement savenn all (urzhiataer, Android ha Firefox OS). Ne vo ket disheñvel neuze an doare nag an efedusted da ziskouez ar pajennadoù web diouzh hini Safari pe kement merdeer all war iPhone pe iPad.

An diforc'hioù a vo neuze war ar c'heweriusterioù ha war meizadoù heverk eus Mozilla. Setu dindan ur roll eus keweriusterioù kinniget gant Firefox war iOS.

  • Ar merdeiñ prevez : evel war an handelvoù Firefox all e c'hallit merdeiñ pajennadoù web hep na vefe dalc'het soñj eus ho roll istor.
  • Ivinelloù ha sinedoù : Keweriusterioù klasel Firefox a anavezit endeo war urzhiataerioù pe Android.
  • Kinnigoù enklask : Kinniget e vez alioù enklask war-eeun pa vez bizskrivet er varrenn chomlec'hioù.
  • Roll lennadurioù ha mod lenn : Gallout a rit tremen er mod lenn evit bezañ gouest da lenn pennadoù gant ur framm azasaet d'ar pellgomzerioù ha gant an destenn hepken. Gallout a rit ivez enrollañ ar pajennoù-se evit lenn anezho diwezhatoc'h.
  • Firefox Sync : M'ho peus ur gont Firefox Sync e c'hallit goubredañ ho sinedoù hag hoc'h ivinelloù war hoc'h iPhone pe iPad. Adkavit neuze ar sinedoù bet enrollet ganeoc'h war urzhiataer, da skouer.

 

Un ivinell merdeiñ prevez

Pajennad degemer Firefox Sync

Pajennad degemer An Drouizig e mod lenn. Gant an arlun el lein a-zehou e c'hallit enrollañ ar bajenn-mañ d'he lenn diwezhatoc'h.

 

War iOS 8 d'an nebeutañ e c'haller arverañ Firefox war iOS nemetken. En ur vont war an AppStore e c'hallit pellgargañ an arload.

Evit lakaat e Brezhoneg eo ret deoc'h diuzañ ar brezhoneg evel yezh ouzhpenn en arventennoù yezh & rannvro.

Pajenn Firefox war an AppStore