Aet eo war-wel Firefox 39 d'an 2 a viz Gouere 2015 gant Mozilla.

 

Nebeut a nevezadennoù evit ar wech-mañ. Elfennoù diabarzh dreist-holl. Ar c'heweriuster pouezusañ bet ouzhpennet en handelv-mañ a zo ar rannadur ereoù kaozeadennoù Firefox Hello dre ar rouedadoù kevredadel.

 

An handelv 38.0.5, avat, a zo bet ermaeziet e miz Even hag a endalc'h ar Mod Lenn, ha ne oa ket bet kinniget ganeomp c'hoazh. Setu ar pezh a vo graet bremañ neuze :

 

Mod Lenn

Ar Mod Lenn a zo ur c'hetal graet evit lenn pennadoù, pe n'eus forzh peseurt testenn, gant an holl elfennoù diezhomm tennet kuit eus ar bajenn.

Kement-se a ro tu d'al lenner da vezañ aketus war an endalc'had, ha da chom hep bezañ strafuilhet gant elfennoù diavaez.

Evit gweredekaat ar Mod Lenn e c'hallit ober kement-mañ : (kemeromp ur bajenn dre zegouezh war ar genrouedad)

 

 

Un arlun nevez a vez kavet er varrenn URL :

 

Mar klikit war an afell e vo diskouezet an hevelep pajenn, gant an holl elfennoù diezhomm tennet kuit.

 

Setu, hetiñ a reomp plijadur deoc'h en ul lenn pennadoù war ar genrouedad !

 

 

Roll ar c'hemmoù (e saozneg)

 

Pellgargañ Firefox 39