An emvod etrekeltiek kentañ aozet gant Mozilla (a ra war-dro Firefox) zo degouezhet e derou miz Meurzh 2015 e Bangor e Bro Gembre. Pedet e oa pare an Drouizig.

Alan ha Gwenn o deus kemeret perzh ennañ. Labourioù renet e brezhoneg a oa derc'houezet ganto.

Meur a bal a oa gant an devezhioù-se, en o zouez :

  • Bezañ divar e oa kempennet hag hizivaet kaer ar raktresoù kefridiel evit an iwerzhoneg, ar skoseg, ar c'hembraeg hag ar brezhoneg.
  • Lañsañ ar pakadoù yezh kentañ evit ar skoteg hag ar manaveg.
  • Komz diwar-benn diorren pep raktres treiñ
  • Aozañ ur frammad amzer ratreañ evit pep yezh en ur lakaat un anv war an dud a yay war hor lec'h (mar bez tud), en ur venegiñ al loazioù yezh (stlennvonioù termenoù, kenemglevioù ha sturioù a-fet stil).
  • Krouiñ « Akademiezh ar Yezhoù Keltiek » diazezet war ar strollad tud a oa eno a-benn despizañ sturioù evit an droourion a zo e kreiz skipailhoù bihan e l10n.
  • Diskouez doareoù pleustriñ war an treiñ (L10n), deskiñ hentennoù treiñ disheñvel ha dizoleiñ ostilhoù efedus ha pleustrek.

 

E-pad an devezhioù-se hon eus taolet meiz e oa diaesoc'h al labour evit ar yezhoù all eget evit ar brezhoneg e-keñver ar c'heriaoueg. Ret eo d'ar skipailhoù iwerzhonek ha skosek krouiñ o gerioù o unan. N'o deus ket ur strollad evel Preder evit ober al labour-goveliañ-mañ. Ha n'int ket skoret gant ar pennadurezhioù foran kennebeut. E brezhoneg hon eus tennet korvo eus al labourioù ramzel kaset da benn gant tud a sav gerioù abaoe François Vallée, Roparz Hemon, izili SADED ha Preder.

War an tu all ez eo skoret kreñv ar re a labour evit ar c'hembraeg. Binvioù stlennegel e-leizh o deus krouet gant skoazell o fennadurezhioù. Skoret eo an enklask skolveurel evit ar c'hembraeg (niverelaat levrioù, sevel binvioù da reiñ urzhioù d'ur robot gant e vouezh, meziantoù treiñ emgefreek, h.a.). Efedus eo bet al leviadurezhioù evit kreskaat arver ar c'hembraeg : panelloù hent divyezhek e pep lec'h ha dreist-holl an dud a gomz kembraeg war ar straedoù, er stalioù, en o buhez pemdeziek.