PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 4.4
EVIT GOUZOUT PENAOS STALIAÑ LIBREOFFICE E BREZHONEG

 

Internet, d'an 2 a viz Ebrel ez eo aet war-wel LibreOffice 4.4.2 gant The Document Foundation.

WRITER

 

Master Document Templates

Abaoe pell ez eus Teulioù Mistri gant Write. Drezo e vez ardoet teulioù hir evel ul levr gant meur a chabistr. Un teul mestr e c'hall bezañ gwelet evel un endalc'her evit restroù hiniennel mod Writer.

Gant LibreOffice 4.4 e teu Patromoù Teulioù Mistri. Ouzhpennet e vezont e ardoer ar Patromoù ha krouet teulioù nevez diazezet war ur Patrom eus un teul mestr. Krouet e vez neuze un teul mestr gant an hevelep endalc'had ha hini a zo er Patrom ma'z eo diazezet an teul warnañ. (Caolán McNamara, Red Hat). 

Un destenn en ul lun

Ur voestad testenn ez eus gant lunioù Writer bremañ, da lavaret eo e vez skrivet pezh a fell deoc'h e-barzh an holl lunioù kinniget gant ar benveg tresañ. (Miklós Vajna, Collabora). 

Ur voest dibuniñ gant ar stiloù

Un adlañser ez eus bremañ gant boest dibuniñ ar stiloù da embann pe hizivaat ar stil diuzet.  (Szymon Kłos ha Samuel Mehrbrodt). 

Aesoc'h eo ober gant niverenniñ al linennoù evit ar reollinoù hag an treid pajennoù

 

Niverenniñ al linennoù evit an reollinoù hag an treid pajennoù (dre arverañ stil rannbennad ar reollinoù hag an treid pajennoù) zo bet lakaet en hevelep lec'h : Ostilhoù > Niverenniñ al linennoù. Emañ ivez e boestad emziviz ar stiloù.  (Charu Tyagi, Ericsson). 

Gwellaet eo bet ar varrennad ostilhoù

LibreOffice 4.3 :

LibreOffice 4.4 :

Kempennet eo bet ar barrennoù «Skoueriek» ha «Mentrezhañ» dre zilemel an afell ne vez ket graet ganto alies ha lakaet eo bet en o flas keweristerioù arveret aliesoc'h a-benn na vo ket ret d'an arveriaded mont da redek e-kreiz al lañserioù pe bersonelaat ar varrennad. Ouzhpennet ez eus bet afelloù war ar varrennad ostilhoù, dre ziouer ez int kuzhet, avat. Kit betek «Personelaat» d'o gweredekaat. (Yousuf Philips ha Samuel Mehrbrodt). 

CALC 

Skoazeller evit ar stadegoù

  • Skoazeller evit ar stadegoù e Roadennoù ▸ Stadegoù :
  • Ouzhpennet eo bet ar perranner er Stadegoù deskrivañ. (Tomaž Vajngerl, Collabora)
  • Ouzhpennet eo bet ar prouad z
  • Ouzhpennet eo bet ar prouad Khi Daou. (Tomaž Vajngerl, Collabora) 

Amdreiñ end-eeun ur reollun d'ur werzh diasavel

Ouzhpennet ez eus bet ur c'heweriuster nevez da amdreiñ reollun ur gelligad d'ur werzh diasavel dre Ostilhoù ▸ Kelligad ▸ Reollun da werzh). Da skouer :

En ur gellig : =6+4 (o tont eus div gellig disheñvel). Ur wech enanket e vo skrammet 10 er gellig. Ha gwelet e vo =6+4 el linenn enankañ. Goude bezañ amdroet ar gelligad e vo skrammet 10. (Kohei Yoshida, Collabora). 

Gwellaet eo bet ar varrennad ostilhoù

LibreOffice 4.3 :

LibreOffice 4.4 :

Kempennet eo bet ar barrennoù «Skoueriek» ha «Mentrezhañ» dre zilemel an afell ne vez ket graet ganto alies ha lakaet eo bet en o flas keweristerioù arveret aliesoc'h a-benn na vo ket ret d'an arveriaded mont da redek e-kreiz al lañserioù pe bersonelaat ar varrennad. Ouzhpennet ez eus bet afelloù war ar varrennad ostilhoù, dre ziouer ez int kuzhet, avat. Kit betek «Personelaat» d'o gweredekaat. (Yousuf Philips ha Samuel Mehrbrodt). 

Keflusker reollunioù

Ouzhpennet eo bet an arc'hwel KEVELSTROLLAN (aggregate)evit an etrewezhiadelezh gant Excel. (Winfried Donkers and Eike Rathke). 

IMPRESS & DRAW

 Testenn alberz ergorennoù ar maskloù

Gant gwel dre vaskl an dreyonnenn ez eo an destenn e mod lenn nemetken.  Da guzhat pe da ziskouez ul live en alberz, klikit a-zehou war al linenn diwezhañ a-benn skrammañ ul lañser da guzhat pe da ziskouez ul live all. (Caolán McNamara, Red Hat).

Trec'haoliñ ar padelligoù war gwel maskl an dreyonenn dre (Di)weredekaat ar padelligoù a drec'haol evit gwir ar padelligoù e stiloù ar steuñv. A-raok e oa kemmet an alberz hepken, en ul leuskel stiloù ar steuñ digemm. Bremañ e vez tizhet al liveoù steuñv er gwel reizh. (Caolán McNamara, Red Hat). 

Maezienn evit titl ar bajenn

Krouet ez eus bet ur vaezienn nevez : Titl ar bajenn dre Enlakaat ▸ Maezienn ▸ Titl ar bajenn (Jennifer Liebel). 

Stil bremanel ar c'helligoù a vez treuzkaset pa vez enlakaet ur renk pe ur bann en un daolenn

Gant un daolenn e Impress, ur wech daskemmet stil ur gellig hag ouzhpennet ur renk pe ur bann nevez ez ay stil ar gellig vremanel da stil ar renk pe ar bann nevez ouzhpennet. A-raok e chome ar stil dre ziouer gant ar renk pe ar bann nevez. (Hideki Ikeda). 

Ger-tremen da embann ur restr

Bremañ ez eus tu da enrollañ ur restr Draw pe Impress er mod lenn nemetken ha goulenn ur ger-tremen d'he daskemmañ. (Katarína Behrens). 

Moullañ : arver ment ar baperenn erspizet

Gant ment ar baperenn erspizet e Mentrezhañ ar bajenn e ra Draw evit ar moullañ. (Eilidh McAdam). 

Gwellaet eo bet ar varrennad ostilhoù

LibreOffice 4.3 :

LibreOffice 4.4 :

 

KRAOÑELL

Nodrezhoù enlakaet

Caladeo ha Carlito (nodrezhoù dre lañvaz frank) a zo enlekaet e LibreOffice 4.4 (HuertaTipográfica).

Caladea zo kevatal da Cambria ha Carlito zo kevatal da Calibri (nodrezhoù savet gant Microsoft) e keñver ar vent hag o c'henfeurioù. Neuze e c'hallont amaviñ an nodrezhoù-mañ digudenn hep kemmañ ar pajennaozañ. (András Tímár, Collabora). 

Mentrezhoù ar restroù mod media

Rizhoù restroù mod media ouzhpenn a vez tizhet dre Enlakaat ▸ Aodio/Video : Real Audio (.ra), Real Media (.rm), Digital Video (.dv), Audio Codec (.ac3), Ogg Opus  (.opus), Advanced Systems (.asf), MPEG Audio (.m4a). (Daniel Sikeler and Caolán McNamara). 

Siloù enporzhiañ nevez

Bremañ e vez enporzhiet restroù mod Adobe PageMaker (v. 6-7), dre libpagemaker.  (Anurag Kanungo, GSoC 2014)

Gant Writer kement ha gant Draw e vez enporzhiet restroù diouzh MacDraw, MacDraw II ha  RagTime evit Mac (v. 2-3), dre libmwaw . (Alonso Laurent; Fridrich Štrba ha David Tardon)

Gant Writer e vez enporzhiet restroù mod BroadB hag eBook (LRF) savet gant Sony dre libe-book. (David Tardon)

 

LIESSEURT

LibreOffice 4.3 LibreOffice 4.4

Niverennoù bihanoc'h ez eus gant ar reolennoù ha kuzhet int dre ziouer. (Jan Holešovský, Collabora)

 


Ar patromoù a ya war-wel end-eeun er greizenn loc'hañ ha tapet e vezont diouti. (Efe Gürkan Yalaman, GSoC 2014; and Jan Holešovský, Collabora).

Patromoù nevez zo bet krouet hag enlakaet er staliadenn dre ziouer. (Alexander Wilms, Edmund Laugasson, Jun NOGATA, Michael Kovarik, Péter Szathmáry, Zirk). 

Diuzell livioù nevez

 

Diskouez a ra al livioù arveret a-nevez gant an teul.  Skor evit al livaouegoù disheñvel hag evit mentrezh al livaoueg mod GIMP . Gpl.  Reiñ a ra an aotre da zigeriñ end-eeun an diuzell livioù ha dibab ul liv all. (Krisztian Pinter, GSoC 2014 ; Tomaž Vajngerl, Collabora; Maxim Monastirsky; hag Adolfo Jayme Barrientos). 

Kempennet eo bet al lañser dibuniñ evit esaouiñ linennoù ar rannbennadoù

 

Edo al lañser war ar varrenn gostez hepken. Kempennet eo bet evit ma vo graet gantañ diwar ar varrenn ostilhoù ivez. Ouzhpennet eo bet warni. (Jan Holešovský, Collabora; Yousuf Philips). 

Lañser dibuniñ evit ar padelligoù hag an niverenniñ

 

Bremañ ez eo aesoc'h da gemmañ ur stil hep bezañ ezhomm digeriñ boestad emsiviz ar rolloù padelligoù ha niverenniñ (Maxim Monastirsky; Yousuf Philips). 

Kemmoù war an ivinelloù

 

LibreOffice 4.3 LibreOffice 4.4

Kemmet eo bet skrammañ an ivinelloù (e Calc hag e Draw). Aesoc'h eo da lenn testenn an ivinelloù bremañ. (Tomaž Vajngerl, Collabora and Samuel Mehrbrodt).

Platoc'h eo neuz an ivinelloù. (Tomaž Vajngerl, Collabora). 

Neuzioù Firefox

 

Ur merdeer nevez ez eus evit an neuzioù mod Firefox gant ur c'hlask hag un alberz. (Rachit Gupta, GSoC 2014).

 

Bremañ e vez sevenet an neuzioù war ar varren ostilhoù en traoñ. (Michael Jaumann, LHM). 

Boestad emziviz an arouezennoù arbennig eeunaet

 

Ouzhpennet e vez ar arouezennoù arbennig dre ur vaezienn. Neuze, e vez ouzhpennet/dilamet an arouezennoù da lec'h ar reti er vaezienn. (Szymon Kłos; Adolfo Jayme Barrientos).

 

PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 4.4
EVIT GOUZOUT PENAOS STALIAÑ LIBREOFFICE E BREZHONEG
ROLL KLOK AR C'HEMMOÙ (E SAOZNEG)