Ur meziant pajennaozañ ameilet dre urzhiataer (PAU) eo Scribus. Dasparzhet eo dre lañvaz GPL ha disgoust eo. Handelvoù evit Linux, Unix, Mac OS X pe Windows zo hegerz bremañ. Arc'hwelioù liesseurt uhel o live zo da Scribus, evel re a gaver gant meziantoù kenwerzhel all.

Ijinet eo bet Scribus evit ar pajennaozañ azasaus hag evit prientiñ teulioù o ferzhed vicherel. Krouet e vez gantañ kinnigadennoù ha furmskridoù PDF fiñv hag etrewezhiat. Kelaouennoù, kraflevrioù, skritelloù ha levrioù a vez savet gant Scribus.

 

Skoret eo gant Scribus an darn vuiañ eus ar mentrezhioù kevregat pouezusañ mui an SVG (Scalable Vector Graphics : Kevregadoù Sturiadel Skeulaus). En o zouez ez eus al livioù SMMD hag ardoadur al livioù ICC (Integrated Communications Controller : Reolerezhioù Kehentiñ Enframmet). Arveret e vez e muioc'h eget 24 yezh, ar brezhoneg en o zouez abaoe an handelv 1.3.4.

 

Gannet eo, gant PDF, an treuzweluster, ar rinegañ hag ur spletad ledan eus erspizadurioù evit PDF 1.4 evel PDF/X3, o gannañ maeziennoù furmskridoù PDF etrewezhiat, notennadurioù ha sinedoù.

 

Savet eo diwar XML, e vo enporzhiet testennoù diouzh restroù o mentrezh OpenDocument pe restroù RTF, Microsoft Word .doc, ha HTML ken mat all.

 

  1. Pellgargañ ghostscript 9.x (pe uheloc'h) da gentañ amañ.
  2. Pellgargañ an handelv 1.4.x (pe uheloc'h), war an holl savennoù skoret gantañ amañ.

 

 

Traoù nevez gant Scribus 1.4.x

Gwellaet eo bet dornata an ergorennoù evel an ostilhoù da dreuzfurmiñ, ar Scrapbook hag ardoer ar skeudennoù.

 

Evit an testennoù hag al lizherennerezh ez eus bet ouzhpenn kalz dibarzhioù, evel stil an arouezennoù, marzioù gwel hag askouezh an arouezioù. Adober/Dizober a zo hegerz evit an darn vuiañ eus ar gwezhioù a dizh an testennoù.

 

Gwellaet eo bet lec'hiadur ha dilec'hiadurioù ar reti, herrekaet eo bet pajennaozañ ar sterniadoù war ar steuenn hag etrewezhiañ etre ar sterniadoù kenereet.

 

Keweriusterioù nezvez zo bet ouzhpennet evit an ergorennoù sturiadel evel gwezhiadurioù mod bolead, efedoù sturiadel pe embanner stiloù al linennoù.

 

Gwellaet eo bet dornata al leuniañ evel ar gousturioù leuniañ, rizhioù ilrezennoù ouzhpenn, skor evit mentrezhioù al livaouegoù (AI, EPS, GPL, PostScript, SOC) ha kalz livaouegoù all.

 

Siloù da enporzhiañ ar sturiadelloù : Siloù nevez da enporzhiañ a zeu gant Scribus 1.4.x : Adobe Illustrator (EPS ha restroù diazezet war PDF), Macintosh Picture (PICT), Windows Metafile (WMF), Xfig (FIG), Calamus Vector Graphics (CVG), Kivio Stencils (SML), ha DIA Shapes (SHAPE).

 

Gwellaet eo bet dornata ar restroù savet gant Photoshop (adoet e vez an treuzfollennoù mod PSD, da skouer). Adskrivet eo bet Ardoer ar Skeudennoù.

 

A-fet keweriusterioù evit ar Gwask e kaver ar merkoù moullañ ha diskouez goloadur an huz dre Arlberz ar moullañ.

 

Gwellaet bras eo bet ezporzhiañ ar restroù mod PDF. Bremañ e vez ezporzhiet e mod PDF 1.5 gant treuzfollennoù. Enkorfadur pe erlec'hiadur an elfennoù zo bet gwellaet ivez.

 

Ouzhpennet ez eus bet kant ha kant gwelladenn bras pe vrasoc'h.

 

Hizivaet eo bet ar skriptoù enkorfet.

 

Kalz muioc'h a batromoù zo bet enlakaet e Scribus 1.4.x.

 

Adskrivet ha hizivaet eo bet reizhiad ar skoazell.

 

Embannet ez bet ul levr e brezhoneg nevez zo, savet gant Scribus penn da benn (golo ha korf an destenn) :