Internet d'an 10 a viz Kerzu 2013. Firefox 26 a ya war wel gant Mozilla.

Evit Firefox 26 ez eo bet bountet war an diogelroez gant Mozilla.

Java

Diwar vremañ e vo gennet dre ziouer an enlugelladoù oc'h ober gant Java. Dre an diarunusted "Click to play" (click da zeluskañ) ez eo roet ar galloud d'an arveriaded. Ganto e vo ret klikañ mar fell dezho aotren un enlugellad dre Java da vont en-dro. Dre glikañ e vo gweredekaet lennadur endalc'had diavaez ar bajennad. D'an holl enlugelladoù diavaez e vo arloet an doare d'ober-mañ gant Mozilla a-benn ar fin.

CSP

Kefloueret eo bet CSP (Content Security Policy). Bremañ e vez skoret meur a reolenn a-fet diogelroez war un dro. CSP a dalv d'ur c'halvezerezh hag a ro tro d'un dafariad web, gant talbennoù spesadel, da venegiñ d'ar merdeer an endalc'hadoù (JS, CSS, skeudennoù, h.a.) a c'hallont bezañ erounezet pe arveret (pe get) e-barzh ur bajennad diskouezet gantañ. Harzet (pe vevennet) e vo an tagadennoù mod XSS, da skouer.

All

Gant ardoer ar gerioù tremen e vez skoret ar maeziennoù gerioù tremen krouet dre skriptoù.

 

Pellgargañ Firefox e brezhoneg

 Roll ar c'hemmoù