Internet d'an 18 a viz Gouere. Laouen eo pare LibreOffice o reiñ deoc'h da c'houzout ez eo bet lakaet war wel handelv 3.6.7 LibreOffice.

 

 

Kemmoù e leizh ez eus bet degemeret gant ar meziant-mañ. En o zouez :

 

Writer

Ar benveg Seveniñ ar mentrezh (broust) a ra an difoc'h ar mentrezhañ emgefreek arloet ouzh ur rannbennad(Maxime De Roucy)

Skoret eo an esaouiñ amplegadek. (Miklos Vajna)


Dornataet e vez bremañ al linennoù, ar c'hweladurioù hag ar gwintadurioù gant enporzhiañ ar restroù mod VML. (Miklos Vajna)

Dornataet e vez bremañ ar maeziennoù GetExpression ha SetExpression gant enporzhiañ ar restroù mod DOCX. (Miklos Vajna)

Ar benveg Seveniñ ar mentrezhañ a ra an difoc'h etre doareennoù mentrezhañ an arouezennoù arloet ouzh ar rannbennad ha doareennoù mentrezhañ an arouezennoù arloet ouzh un darn eus an destenn e-barzh ar rannbennad. Arloet e vez ouzh ar rannbennad dre ziouer ; mar chomo pouezet ar stokell Ctrl  e-pad an dornata e vo arloet an doareennoù-mañ ouzh an darn destenn diuzet nemetken. (Maxime de Roucy)

Ctrl + [ a zigresk ha Ctrl + ] gresk ment nodrezh an destenn diuzet.(Paul Cameron)

 

Calc


Bremañ e c'hallit toueziañ ar c'helligoù diuzet dre al lañser amplegadek (klik a-zehou war an diuzad). (Greggory Hernandez)

Ardoet e vez ar maeziennoù e-barzh ar c'helligoù. Enlakait ar maeziennoù Deiziad, Anv ar follenn ha Titl e-barzh ar c'helligoù. A-benn enlakaat ur vaezienn, kit da vod "daskemmañ" ar gellig (daouglikit e-barzh), klikit a-zehou war ar gellig ha dibabit "Enlakaat maeziennoù" diwar al lañser amplegadek. (Kohei Yoshida)


Dre al lañser EmSilañ e vez rummet bremañ. (Kohei Yoshida)

 

Dilamet eo bet bevenn ar rummañ (3 dezverk). Bremañ e vez dibabet kement ha dezverkoù a fell deoc'h. (Albert Thuswaldner)


 

Dre ziouer ez eus ur follenn hepken gant un teul nevez. (Stefan Knorr)

 

 

Impress

Ouzhpennet eo bet ar vent Skramm ledan (16:9) evit an treyonennoù. (Rob Snelders)

10 pajennad vestr nevez (Mateus Machado Luna, Björn Michaelsen ha Alexander Wilms)


Dinoet e vez an hewel diavaez ent dereat gantImpress ha skrammet e vez ar penel kinnig war an hewel lec'hel. (Michael Meeks)

 

 

Math

Un afell Skoazell ez eus bremañ gant boestadoù emziviz al lañser Mentrezh (Nodrezh, Ment an nodrezh, Esaouiñ) hag al lañser Arouez (Binvioù>katalog). (Karan Desai)

 

 

Daskemmadurioù hollek

Ouzhpennet eo bet kontañ ar gerioù war barrenn ar stad. (Muhammad Haggag)

 

Ezporzhiañ PDF gant un dibarzh evit ur rouedigell. (Andreas Mantke)

 

Skoret eo enporzhiadur Smart Art a-berzh MS-Office. (Miklos Vajna)

Ouzhpennet ez eus bet ur sil enporzhiañ evit an teulioù mod Corel Draw (Fridrich Strba)

 

Ketal

Hizivaet eo bet an neuz war Windows Vista, Windows 7 ha nevesoc'h : efedoù mod 3M dilamet diouzh ar reolennoù, barrennoù stad, barrennoù binvioù ha lakaet ez eus bet un ilrezenn war an drekleur evit barrennoù ar binvioù. (Mirek Mazel, Stefan Knorr, Jan Holesovsky ha Michael Meeks)

 

Kempennet eo bet ar reolennoù ha skañvoc'h ez int bremañ. (Mirek Mazel ha Jan Holesovsky)

 

Skrammad kinnig nevez (Splash Screen). (Andrea Soragna ha Stefan Knorr)


 

Adtreset eo bet ar voestad A-zivout (dre Skoazell > A-zivout LibreOffice) evit kinnig un neuz wellaet. (Andrew Higginson ha Stefan Knorr)

 

Neuz nevez evit ar skrammad lañsañ. (Stefan Knorr)

 

 

Roll klokoc'h an traoù nevez (e galleg)

Lec'hienn LibreOffice
Staliañ an arload, staliañ an Difazier
Lañvaz LGPL

 

Dielloù :

Internet d'an 13 a viz Ebrel. Laouen eo pare LibreOffice o reiñ deoc'h da c'houzout ez eo bet lakaet war wel handelv 3.6.6 LibreOffice.

Internet d'an 30 a viz Genver. Laouen eo pare LibreOffice o reiñ deoc'h da c'houzout ez eo bet lakaet war wel handelv 3.6.5 LibreOffice.

Internet d'ar 5 a viz Du 2012. Laouen eo pare LibreOffice o reiñ deoc'h da c'houzout ez eo bet lakaet war wel handelv 3.6.4 LibreOffice.

Internet d'ar c'hentañ a viz Kerzu 2012. Laouen eo pare LibreOffice o reiñ deoc'h da c'houzout ez eo bet lakaet war wel handelv 3.6.3 LibreOffice.

Internet d'an 4 a viz Here2012. Laouen eo pare LibreOffice o reiñ deoc'h da c'houzout ez eo bet lakaet war wel handelv 3.6.2 LibreOffice.