Nodrezhoù

Gant aotre karantezus ha peursklaer o aozourien eo bet klokaet an holl nodrezhioù da heul a-benn merañ holl arouezennoù-diforc’h ar yezhoù keltiek, ha bezañ keverlec’h gant UNICODE 16e ivez.

Gallout a reont bezañ implijet gant ar c’hlavier C'HWERTY a-benn dispakañ, pezh zo divoutin a-walc’h, arouezennoù-diforc’h ar c’hembraeg, ar gouezeleg kozh pe ar c’herneveureg unvan.

Kopiañ ar restroù TTF e-barzh isrenkell « fonts » eus ar renkell reizhiad Windows. Alies e vez graet C:\windows\fonts\ anezhañ. Hennezh zo an hent aesañ evit staliañ anezho war hor reizhiad.

Gallout a rit pellgargañ ur restr testenn PDF, a c’hell bezañ moulet, gant an holl nodrezhioù ennañ, amañ.

Lod eus nodrezhioù a heul a c'hell bezañ pellgarget e stummoù OTF (Open Type Font) amañ. Krouet eo bet ar stummoù-se a-drugarez da :

David Goode
Faculty of Divinity, University of Cambridge
West Road, Cambridge, CB3 9BS

Evit gouzout kement hag hiroc’h diwar-benn an nodrezhioù gouezelek (hag an dafar gouezelek dre vras) ec’h aliomp pajenn Ciarán.

Peter Rempel Narrow KAD

Pellgargañ amañ

Peter Rempel Uncial KAD

Pellgargañ amañ

Kelt

Pellgargañ amañ, amañ hag amañ

Gael AX ha BX

Pellgargañ amañ, amañ, amañ hag amañ

Gaeilge

Pellgargañ amañ

Celtic Gaeilge

Pellgargañ amañ

American Uncial

Pellgargañ amañ