Gant René BURLOT (Miz Genver 2001)

Graet eo ar « K barrennet » anezhañ eus ur varrennig lakaet a-sonn war ziazez kar diwezhañ ar K. N’hell ket bezañ skritellet amañ war-eeun : K/. Lennet e vez gantañ « Ker » ha neuze K/antour = Kerantour. Gallout a ra degas da soñj eus kroaz ar varrenn un X, lizherenn divoutin-tre pe dianav e brezhoneg end-eeun.

Rannbennad diwar-benn an anvioù-familh

(orin  http://www.jtosti.com ).

Anvioù familh gall a vez a grog gant ur K'. Deus Breizh-Izel emañ an holl ha K' hag a vez skrivet K/ a-wechoù memestra, a zo un doare berroc’h da skrivañ Ker. Neuze e vez graet K'dual anezhañ an hini a zo a-orin Kerdual, anv meur a ger e Penn-ar-Bed ha dreist-holl en Aodoù-an-Arvor hag e Morbihan. Kavet e vez e-giz-se anvioù familh K'Bourch, K'Danet, K'Delant, K'Divel, K'Dual, K'Gall, K'Hervé, K'Ignard, K'Jan, K'Morvan, K'Nevez, K'Ouas, K'Oullé, K'Ourio, K'Ros, K'Suzan, K'Varec, K'Vella, K'Vern. Divoutin a-walc’h emañ an holl met e vez kavet en Enez Ar Reunion ur bern K'Bidi ha K'Bidy a c’hellfe kenglot gant Kerbidic (anv daou ger e Morbihan).

Gant Jean-Claude LE BLOAS (Miz Genver 2001)

A-zivout an dibarder-se e tisklêrian deoc’h ez eus bet embannet e 1992 ul levrig « le K barré d'hier à aujourd'hui » gant Yann Riou, kevredigezh Lambaol, Ti-kêr Lambaol-Plouarzhel, 29810; Displegañ a ra an aozer en befe gourc’hemennet ur varnadenn eus ar C’huzul-Stad na ober ken gant ar K barrennet e-barzh ar skridoù ofisiel, war-dro 1895.

Gant Jo LE PORT (Miz Meurzh 2003).

Un titourig diwar-benn ar K barrennet. Dont a ra deus Ministr ar Merdeadurezh hag an Trevadennoù, skrivet evit an Aotrouniezh Merdeadurezh d'an 19 a viz Ebrel 1881:

« K/ difennet, evit reizhskrivañ an anvioù piaouel e-barzh ar skridoù ofisiel »

[...] An doare-skrivañ-se a c’hell degas an dud d'en em gemmeskañ pe da luziañ an enklaskoù e-barzh an teulioù, taolennoù lizherennegel, dielloù, ...Divizet em eus ne vo ket graet gant ar K/ ken e-barzh ar skridoù ofisiel, marilhoù, levrigoù, teulioù mareadek, hag all [...]

Ministr ar Merdeadurezh hag an Trevadennoù.
Cloué. (Kemmenadur Ofisiel ar Merdeadurezh 1880-1883 Rann-levr 13).

Diwar-benn ar C’H, CH hag ar K barrennet.

Atersenn gant Ken Whistler, rener teknikel ar C’honsorsiom Unicod, gant Patrig Andries. « En em glemm a ra lod eus ar Vreizhiz ma vez kavet K barrennet ebet nag arouezennoù o-unan evit ober ar CH ha C’H ... »

Eured Marie Anne Gall ha Guillaume Flour d'ar 19 a viz Mae 1828 e Plozevet


Ar « K » barrennet hiziv e 2006 (tennet diouzh kannadig Plenuer, Plœmel)

Meurzh 2008, reiñ a ra Unicode 5.1 e vonegoù d'ar c’hK barrennet, erfin !

 

LATIN SMALL LETTER K WITH DIAGONAL STROKE, (U+A743)
LATIN CAPITAL LETTER K WITH DIAGONAL STROKE, (U+A742)

Un nodrezh klokaet evit dispakañ ar K barrennet.

Klokaet ez eus bet un nodrezh (anvet KELT UNICODE) evit renkañ an dibarder breizhek-se. Kavet e vez enni div skouerenn lizherennerezhel. Gallout a rit pellgargañ anezhi amañ.

Evit sternañ anezhi e c’hellit kopiañ ar restr TTF er renkell C:\WINDOWS\FONTS (pe D:\WINNT\FONTS ...). Evit ober gant an arouezenn-se e-barzh ho arload e vo ret deoc’h diuz an nodrezh KELT UNICODE ha neuze ensoc’hañ an arouezenn-se a-drugarez d'an arc’hwel Insérer->Caractères Spéciaux adalek lañser pennañ Microsoft Word da skouer pe adalek ar goulev « Taolennad an Arouezennoù » (arc’hwel Démarrer->Exécuter... charmap.exe).



Setu un alberz war an anvioù Kervarker, Kerangoarec, Kerminy, Kergrosse, Kerzerho, Kerzual, Kergall, Kersaoz :


Amañ unan all, rodellek anezhi hag e vez kavet ter seurt enni:

 

Amañ spletad nodrezhoù Nimbus Rom.

Nodrezhoù gant ar « K barrennet » : Junicode, Quivira, Code 2000, Everson Mono

M'ho peus ezhommoù dibar e c’hell bezañ klokaet n'eus forzh peseurt nodrezh gant ar gevredigezh Korvigelloù An Drouizig. Atav e vo gwelloc’h gant un nodrezh frank a wirioù. Diazezet e vo ar K barrennet war stumm K ho nodrezh. Trugarez da gas deomp ur gemennadenn amañ.