Aet eo war-wel Firefox 38 d'an 12 a viz Mae 2015 gant Mozilla.
Un doare nevez da ginnig ar gwellvezioù
Prenestr ar gwellvezioù a zo chomet digemm abaoe hir amzer. Poent oa gwellat anezhañ evit reiñ un neuz yaouank ha fresk dezhañ.
Lec'hiet emañ bremañ ar gwellvezioù en un ivinell nevez a vo digoret pa vo kliket war an afell, evel a-raok.
Kinniget eo ar bajenn nevez evel-mañ :
An hevelep rummadoù a vez kavet enni, aozet e stumm ivinelloù war kostez kleiz ar bajenn. An neuz hollek a zo bremañ meret e HTML evit ma vefe tostoc'h ouzh ar pajennadoù web.
Skor an DRM
Ouzhpennet eo bet en handelv-mañ skor ar morailhoù niverel (DRM), a aotren skignadur videoioù HTML5 hep na vefe tu d'an arveriad pellgargañ ha rannañ ar video. Brud fall a oa bet gant Mozilla a-zivout ar reizhad-se, a zo bet diorroet gant an embregerezh Adobe. Kement-se a zo arveret gant lec'hiennoù evel Netflix.