Internet, d'an 10 a viz Mezheven 2014. Firefox 30 a zeu war-wel gant Mozilla.
Nebeut a draoù nevez gant Firefox 30 :
Enlugelladoù
Dre ziouer e vez diweredekaet an holl enlugelladoù ent-emgefreek. D'ober ganto en-dro e vo ret deoc'h mont d'o gweredekaat gant ho torn. Flash a chom gweredekaet dre ziouer rak arveret eo gant kalz lec'hiennoù.
Neuz
An neuz, mod "Australis" a chom gant Firefox 30. Nadekoc'h (aes da verzhout war-eeun) eo al lañser ha drezañ e vez personelaet ketal Firefox ent-aes : tizhet e vez buanoc'h ar rouedadoù kevredadel, ar sinedoù ha barrennad ar roll istor.
Sync
Adstummet eo bet ar mollad goubredañ "Firefox Sync".