Internet, d'an 18 a viz Meurzh. Firefox 28 a ya war-wel gant Mozilla.
N'eus ket kalz traoù nevez gant Firefox 28. Dilezet eo bet, evit poent, un arc'hwel nevez - ar mod dre brenestroù heñvel ouzh doare Window 8 - rak ne oa ket kalz tud dedennet gantañ hervez tud Mozilla.
A-hend-all, pouezet eo bet war skor ar mediaoù evit Firefox 28 :
+ Ar bonegañ mod VP9 (ur reolad da goazhañ videoioù)
+ Ar skor evit Opus (ur mentrezh koazhañ evit ar sonioù)
Da lakaat Firefox da chom a-vremañ gant ar goulevioù enbonegañ-ezvonegañ (codec) a enlusk ar mediaoù e HTML 5 ez eus mui ouzh mui a c'houlevioù enbonegañ-ezvonegañ digoust ha digor a c'hall bezañ arveret gant Firefox bremañ.
Ur reolerezh nevez evit mestroniañ an dregern (kreñvder ar son) a zo kinniget ouzhpenn evit an HTML 5.