D'ar 27 a viz Gwengolo eo bet embannet Firefox 7 gant Mozilla ha troet gant An Drouizig !
Ur bern traoù nevez a ginnig Firefox 7, en o zouez :
-
Bihanaet dre 20-30 % eo bet beveziñ ar vemor ha betek 50% gant troioù zo ;
-
Herrekaet eo bet skrammañ Canvas evit Windows ;
-
Diadaol eo bremañ goubredañ ar re wellañ deoc'h hag ar gerioù-tremen dre Sync ;
-
Kuzh dre ziouer eo ar rakrann "http://" bremañ ;
-
Ouzhpennet eo bet skor ar perzh mod CSS3 text-overflow (an destenn o vont dreist bevenn ur voestad testenn, da skouer) : "ellipsis" ;
-
Gwellaet eo bet ar skor evit MathML ;
-
Hizivaet eo bet ar c'homenad WebSocket gant e handelv 8 ;
-
Ouzhpennet ez eus bet ur reizhiad da reiñ tro d'an arveriaded dibab hag e fell dezho kas stlennoù dizanv a-zivout digonusted Firefox da vMozilla ;
-
Reizhet ez eus bet traoù a-fet stabilded ;
-
Reizhet ez eus bet traoù a-fet diogelroez
Roll an daskemmadurioù :
http://www.mozilla.org/en-US/firefox/7.0/releasenotes/buglist.html
Pellgarget e vez an handelv 7 diwar ar bajennad amañ pe hizivaet e vez ho handelv 6 (pe 5) dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.