Traoù nevez e LibreOffice 3.4
Ur bern traoù nevez a gaver gant LibreOffice. Setu un darn anezho. Ur roll klokoc'h e saozneg a vez kavet amañ
Troet eo bet ar meziant penn da benn. Adwelet hag eeunaet eo bet an droidigezh e-keñver OpenOffice.
-
Skor al livioù hag ar stiloù linennoù evit ar bannoù hag al linennoù dispartiañ eus notennoù an troadoù pajennoù. Gwellaet eo keverlec'hded LibreOffice gant ODF. (graet gant Cédric Bosdonnat)
-
Adskrivet eo bet skor deouez an nodrezhoù mod 'Graphite' penn da benn a-benn ober gant ur c'heflusker nevez herrekoc'h ; stabiloc'h eo bremañ ha 10 gwech herrekoc'h. N'eo ket ret daskemmañ an nodrezhoù pe an teulioù ez eus anezho. (graet gant Keith Stribley, Martin Hosken, SIL International)
Calc
-
Kempennet eo bet neuz ar voestad emziviz Dilec'hiañ / Eilañ ar follenn (Embann ->Follenn->Dilec'hiañ/Eilañ) a-benn gwellaat ar c'hwelaozouriezh. (graet gant Joost Eekhoorn, Christoph Noack)
-
Peurlipet eo bet an dreuzfollenn dresañ da wellaat spister adlec'hiadur hag adventadur an ergorennoù tresañ. (Caolán McNamara, Red Hat, Inc.)
-
Isholladoù lies war ur follennad : bremañ e vez despizet muioc'h eget un ishollad war ur follennad dre Roadennoù->Isholladoù. A-raok, pa veze despizet un eil maezienn evit un ishollad e veze dilamet an ishollad kentañ m' edo an daou ishollad war an hevelep follennad. (graet gant Kohei Yoshida)
-
Miret e vez an ereoù mod OLE etrezek teulioù all mod Excel pa vez enporzhiet un teul mod Excel. Da zaveoù diavaez e vez amdroet an ereoù mod OLE e-pad an enporzhiañ. A-raok e veze laosket an ereoù mod OLE a-gostez gant Calc. Delusket e veze ur fazi gant ar c'helligoù un ere mod OLE enno e-pad an enporzhiañ. (graet gant Kohei Yoshida)
Taolenn groaz dialuskel
-
Skoret e vez ur c'hementad anvevenn a vaeziennoù : A-raok e veze skoret 8 bannad/renkad/ maeziennad roadennoù ha 10 maezienn pajenn. Dilamet eo bet ar vevenn-mañ gant LibreOffice 3.4 hag aotreet e vez bremañ un niver anvevenn a vaeziennoù evit pep rizh. (graet gant Kohei Yoshida)
-
Lijorenn anvet evel tarzh roadennoù : Gant 3.4 e vez graet gant ul lijorenn anvet evel tarzh roadennoù evit an daolenn groaz dialuskel. Drezi e vez ouzhpennet bannoù nevez en tarzh roadennoù hag hizivaet taolenn an daolenn groaz dialuskel da zisteurel ar roadennoù nevez hep kemmañ gant an dorn an tarzh roadennoù e boestad emziviz an daolenn groaz dialuskel. (graet gant Kohei Yoshida)
Impress/Draw
-
Gwellaet eo bet an ezporzhiañ mod HTML gant ur skeudennaoueg vihan eus an treyonennoù war pajennad an endalc'had. (graet gant Julien Nabet, Michael Meeks)
Siloù
-
Adskrivet eo bet siloù enporzhiañ hag ezporzhiañ ar restroù mod ODF flat e C++ (e java e oa a-raok). Drezi eo bet herrekaet kalz tizh ar restroù. Klaskit enrollañ ho teul mod Writer evel restr mod ".fodt". (graet gant Peter Jentsch)
-
Adskrivet eo bet, gant un doare don, siloù mentrezhoù kozh ar restroù mod StarOffice (kent 2000), en ur zilemel ar voneg ezporzhiañ a-bezh : bihanoc'h hag e mod lenn hepken eo ar siloù. Dilamet eo bet drezi ar menegoù didalvoudus a veze kavet war voestad emziviz "Enrollañ evel". (graet gant Pierre-André Jacquod)
-
Alberz an nodrezhoù etrevroadel : war ar roll dibuniñ da ziuzañ an nodrezhoù e vez diskouezet un alberz ouzhpenn dre ar skritur evit an nodrezhoù savet evit ar yezhoù divoutin evel an arabeg, hebraeg, malayameg, h.a. (graet gant Caolán McNamara, Red Hat, Inc.)
-
Emreizhañ : Biziata "http :" e penn derou ur frazenn ne lakay ket mui ur pennlizherenn emgefreek. Lakaet e vo an URLioù-mañ er-maez ez eus an Emreizhañ. (graet gant Sébastien Le Ray)
-
Emzalc'h ar varrenn Klask a vo heñvel ouzh emzalc'h barrenn Firefox pe Evolution - kuzh e chomo dre ziouer, mont a ray war-wel e traoñ an teul pa vo biziataet Ctrl+f gant an arveriaded. Ledanoc'h eo a-benn diskouez muioc'h a destenn. Gant Ctrl+Alt+f e teuy war-wel ar voestad emziviz Klask & Amsaviñ. (graet gant Jan Holesovsky)
-
Led ha stiloù ar riblennoù dispartiet evit Writer, Calc hag Impress. (graet gant Cédric Bosdonnat)
-
Ouzhpennet ez eus bet kalz rizhoù riblennoù 3M a-benn gwellaat ar geverlec'hded gant ur bern mentrezhoù restroù gant ODF. (graet gant Cédric Bosdonnat)
-
Arlivaouegoù : Bremañ e vez ouzhpennet pe zilamet arlivaouegoù. (graet gant Rob Snelders)
Traoù all
-
Pa vez enrineget an teul gant ur ger-tremen e vez tro da gemmañ ar ger-tremen e-pad m'emañ digor an teul, dre Restr->Perzhioù->Hollek->Kemmañ ar ger-tremen. Gweredekaet e vo an afell mard eo bet enrineget an teul en a-raok hepken. (graet gant Kohei Yoshida)
Kavet e vez skridkelennoù war lec'hienn LibreOffice e saozneg evit Writer ha Calc amañ.
Lec'hienn LibreOffice
Lañvaz LGPL