Embannet eo bet handelv 0.48.5 an arload Inkscape !

Ur meziant dieub da embann kevregadoù sturiadel gant barregezhioù damheñvel ouzh re Illustrator, Freehand, CorelDraw pe Xara X eo Inkscape. Arveret eo ar mentrezh restroù SVG (Scalable Vector Graphics : Kevregadoù Sturiadel Skeulaus).

Pal pennañ Inkscape eo krouiñ ur benveg tresañ galloudus hag aes da arverañ, kenfurm ouzh ar skouerioù XML, SVG ha CSS.

Arveret e vez gant meur a savenn, en o zouez : Microsoft Windows, Mac OS X, Linux ha FreeBSD.

Arc'hwelioù pennañ Inkscape

  • Tresañ gant an dorn ;
  • Tresañ gant krommennoù Bezier ha regennoù eeunennoù ;
  • Tresañ linennoù kaerskrivet gant ar bluenn (skoret eo korn/gwask an tablerioù kevregat)
  • Benveg Testenniñ (desteudañ, roud, nodrezh, marzekaat, lieslinenniñ) ;
  • Eren, enporzhiañ ha sturiadelaat skeudennoù bitmap ;
  • Treuzfurmañ keouenn (treuzkludadurioù, kemparzh, admentañ, c'hwelañ, distummañ) gant un doare etrewezhiat pe dre erspizadurioù niverel) ;
  • Skorañ an treuzfollennoù ;
  • Rummata dre verniañ an treuzfollennoù, ar strolladoù, hag an ergorennoù (z-order - urzh-z) ;
  • Desteudañ ha dasparzhañ an ergorennoù, lakaat anezho war ur gael pe war zealfoù gwarellek, strewiñ ergorennoù ;
  • Arc'hwelioù leuniañ ha trolinennañ kemplezh ;
  • Arc'hwelioù gwezhiata war an treugoù ;
  • Arc'hwelioù skorañ an testennoù hag an deouez ;
  • Keweriusterioù an daolenn wenn etrewezhiat (TGE) dre ar c'homenad Jabber/XMPP. Drezañ e vez rannet un dresadenn ha savet dre genlabour, en amzer werc'hel pe dost, gant ur rouedad lec'hel pe dre Internet.

Arc'hwelioù nevez pouezusañ gant 0.48

  • Daskemmet e vez meur a dreug war un dro
  • Gwellaet eo bet binvioù zo : evit an destenn, evit labourat war ar c'hlomoù...
  • Benveg Aervroust nevez
  • Ezporzhiet e vez an tresadennoù gant LaTex
  • Askouezh JessyInk a-benn sevel kinnigadennoù
  • Ur bern beugoù zo bet ratreet

Ur video e galleg evit dizoleiñ Inkscape 0.48 amañ.

Pellgargañ ar goulev gant an droidigezh vrezhonek amañ.