Meziantoù frank digor o zarzh eo Firefox ha Thunderbird. Krouet int bet gant Mozilla, un diazezadenn hep pal arc'hantus.

Kroget en doa skipailh An Drouizig da dreiñ ar merdeer Firefox e brezhoneg adal an handelv 0.6.
Dasparzhet e vez Firefox ha Thunderbird e brezhoneg ent ofisiel gant Mozilla abaoe miz Meurzh 2011 (Firefox 4.0 ha Thunderbird 5.0).

Handelv brezhonek Firefox a endalc'h :

    • An difazier Hunspell evit ar brezhoneg.
    • Kefluskerioù enklask evit un nebeud lec'hiennoù e brezhoneg : Wikipedia, Freelang...

Pellgarget e vez ar meziantoù-mañ war-eeun war lec'hienn Mozilla : Firefox, Thunderbird. Gant An Drouizig eo bet lakaet da ofisiel an troidigezhioù.

Ereoù talvoudus :

SUrfing Turlanix