Turlanix LibreOffice 4.1.1

Internet d'an 18 a viz Kerzu 2013. LibreOffice 4.1.4 a ya war-wel gant The Document Foundation.

PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 4.1
EVIT GOUZOUT PENAOS STALIAÑ LIBREOFFICE E BREZHONEG

Traoù nevez e-leizh. En o zouez :

 Writer

C'hwelet e vez ar skeudennoù enkorfet en ur restr mod Writer gant un doare aes dre 90° (Tomaž Vajngerl).

 

Lakaet e vez un drekleur gant un ilrezenn e sternioù testenn (Miklós Vajna).

 

 

Enkorfet e vez an nodrezhoù e-barzh ur restr mod Writer Restr > Perzhioù (Luboš Luňák).

 

Enporzhiet hag ezporzhiet e vez ar padelligoù kevregadel er siloù mod DOC, DOCX hag RTF (Jian Hong Cheng - Apache: lod DOC, Miklos Vajna: lodoù DOCX, RTF)

Gwellaet eo bet dornata an notennoù troad pajenn hag an treid pajennoù (Joren De Cuyper).

Tizhet e vez meur a rannbennad gant an askelennoù bremañ. A-raok e klote una skelenn gant ur rannbennad hepken (Miklos Vajna).

Tresadennoù nad int ket mod bitmap a vez dornataet gant ar siloù enporzhiañ mod DOCX (Miklos Vajna).

 

Calc

 Enkorfet e vez an nodrezhoù e-barzh ur restr mod Calc (Noel Power).


Ouzhpennet ez eus bet un diervad gant derezioù (Eric Seynaeve).

 

 

Kontet e vez an niver a gelligoù bet diuzet (Prashant Pandey)

 

Enporzhiet e vez teulioù bras mod HTML gant un daolenn, gant ouzhpenn 64000 a gelligoù (Eike Rathke)

 

Reollunioù

 Arc'hwel renkell nevez NUMBERVALUE evel ma'z eo bet despizet e OpenFormula ODF. fdo#57180 (Winfried Donkers, Eike Rathke)

Arc'hwel renkell nevez SKEWP evel me'z eo bet despizet e OpenFormula ODF. fdo#60322 (Winfried Donkers)

Enporziañ/ezporzhiañ an arc'hwelioù nevez e Excel 2013 evit keverlec'hded OpenFormula ODF. fdo#60032 (Eike Rathke)

 

Impress

Enkorfet e vez an nodrezhoù e-barzh ur restr mod Impress (Radek Doulik).

A-zivout ar siloù Filters

Aesoc'h eo bremañ da grouiñ un dreyonennaoueg diouzh ur strollad skeudennoù gant an Albomad skeudennoù. Kavet e vez dre : Enlakaat ▸ Skeudenn Albomad luc'hskeudennoù (Gergő Mocsi).

 

Base

Bevennet e vez disoc'hoù un azgoulenn dre ober gant ar voestad kedaoz 'Bevenn' war varrenn an ostilhoù da sevel azgoulennoù (Tamás Zolnai).

 

Math

Ouzhpennet ez eus bet ur prenestr eorus Elfennoù (Tomaž Vajngerl)

 

 

Siloù

Enkorfet e vez gourereoù gant an ezporzhiañ SVG (Moritz Kütt)

Tizhet e vez restroù mod media : Windows Media Audio (WMA), Windows Media Video (WMV), Advanced Audio Coding (AAC), Flash Video (FLV), Multiplexed OGG Video (OGX), RMI MIDI Audio ha SND (SouND) Enlakaat >Filmoù ha son (Joel Madero, Samuel Mehrbrodt)

 

Siloù enporzhiañ hag ezporzhiañ

 

Gwelladennoù e-leizh ez eus bet graet evit siloù enporzhiañ hag ezporzhiañ mod Microsoft OOXML keit evit ar restroù daouredel mod Microsoft Office hag ar mentrezh RTF. Munudoù :

 

Skoazell

Kevreadur mod Basic usskedet evit ar skouerioù er skoazell lec'hel (David Vastag, Andras Timar)

 

Ketal Kevregat an arveriaded

Barrenn glask

Gweredekaat ha diweredekaat a ra Ctrl+F ar c'hlask  (Joren De Cuyper)

Ouzhpennet ez eus bet un afell da serriñ ar varrenn glask (kroaz ruz) (Joren De Cuyper)

Ouzhpennet ez eus bet ul log da gevaskañ "Teurel evezh ouzh an direnneg" (Andrzej Hunt)

 

Teulioù nevez krouet

Ouzhpennet eo bet an arc'hwel Skarzhañ ar roll Restr >Teulioù diwezhañ arveret >Skarzhañ ar roll (Ariel Constenla-Haile - Apache)

Tizhet e vez Teulioù diwezhañ arveret diouzh ar varrennad ostilhoù end eeun dre un afell dibunañ e-kichen an afell "Digeriñ" (Jan Holesovsky)

Gwellaet eo bet skrammañ anvioù an teulioù war roll an teulioù (Samuel Mehrbrodt)

 

Traoù all

Keweriusterioù arnodel : ar varrennad kostez : ar binvioù dindan an dorn.

Varrennadoù e Writer :

 

 

 

 

Skeudennaoueg nevez (IBM Symphony)

 

PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 4.1
EVIT GOUZOUT PENAOS STALIAÑ LIBREOFFICE E BREZHONEG

 Dielloù :

Internet d'ar 1añ a viz Du 2013. LibreOffice 4.1.3 a ya war-wel gant The Document Foundation.

Internet d'an 29 a viz Eost 2013. LibreOffice 4.1.2 a ya war-wel gant The Document Foundation.