D'ar 25 a viz Mezheven e teu HomeBank savet gant Maxime Doyen. Ur meziant ouzh ho skoazellañ da verañ ho kontoù personel eo HomeBank.

 

Savet eo bet da vezañ aes d'ober gantañ ha da vezañ barrek da zielfennañ ho yalc'hadoù personel dre ar munudoù en ur ober gant binvioù-silañ kreñv ha kevregadoù.

 Savet eo bet ar skeudennoù gant ur restr skouer pourchaset gant aozer ar meziant, setu perak ez eus traoù e saozneg war ar skeudennoù.

 

Roll ar c'heweriusterioù

 

Enporzhiañ & ezporzhiañ roadennoù

Enporzhiet e vez diouzh ur bern mentrezhoù : enporzhit aes ho kontoù diouzh Quicken pe Microsoft Money ha kalz meziantoù arc'hantel all. Mentrezhoù restr skoret : QIF, OFX, QFX, ha CSV.    

Ezporzhiañ : Ezporzhit ho kontoù d'ar mentrezh QIF ha kalz parzhioù roadennoù d'ar mentrezh CSV.   

 

Kontoù

Rizh kontoù : Bank, liñvel, fredoù, Kartenn gred, Diwan, deverket e vez ho kontoù d'ur rizh ha strollet e vezint e-kreiz berrskrid ar gont.    

Azvuiadañ kont ar chekennoù : despizit niverennoù ar chekennoù evit daou garned chekennoù hag ardoet e vo an azvuiadañ gant Homebank e-pad un treuzgread ouzhpennañ.  

Munudoù ar c'hontoù : Despizit ur ventelad deraouiñ hag unan izek, enrollit niverennoù ho kontoù hag anvioù ar bank o talvezout da zaveoù.

 

Treuzgreadoù

Treuzgreadoù steuñvet : Lakaat aes ne vern peseurt treuzgread da vont d'un degouezh arreadek (evel fakturennoù zo o tont bep miz).   

Troc'hañ ar rummadoù : Troc'hit savad un treuzgread e meur a rummad.    

Treuzkas diabarzh : Treuzkasit gant un doare aes arc'hant eus ur gont d'eben.

Enankañ herrek : Treuzfurmit ne vern pe dreuzgread d'ur patrom a lakay enankadur an treuzgreadoù boutinañ da vezañ aesoc'h.   

Embann meur a vaezienn : Kemmet e vez aes an holl werzhioù evit meur a dreuzgread war un dro.  

Derc'hel soñj enni : Lakait un treuzgread gant ur stad "Derc'hel soñj" a-benn teurel ur sell war an dleoù hoc'h eus da baeañ pe dleoù en ho keñver.

 

Binvioù dezrannañ

Danevelloù dialuskel : an titouroù hoc'h eus ezhomm a vo kinniget deoc'h dre danevelloù dialuskel gant kevregadoù brav e 2M.    

Buan hag aes : Kempennit arventennoù an danevell gant rakarventennoù pe zegemerit disoc'hoù spis dre silañ dre vaeziennoù an treuzgreadoù. 

Danevelloù liesseurt : Danevelloù dre zasparzhañ pe amzer, kavit an hini dereat evit pezh emaoc'h o klask. Heuilhit ho kellidsteuñv pe gwirit mentelad ho kontoù, betek koust ho karr ha bevezadur ar strilheoul.  

Kevregadoù brav : E-touez ar c'hevregadoù ez eus barrennoù, linennoù ha torzhioù.  

 

 

Kellidsteuñv

Kellidsteuñv ar miz, ar bloaz : Despizit ur c'hellidsteuñv evit pep rummad gant ur savad heñvel pe zisheñvel bep miz.  

Traoù n'emaint ket er c'hellidsteuñv : bountit a-benn ma vo gwelet rummadoù e-barzh danevell ar c'hellidsteuñv ken mat all.  

Enporzhiañ/ezporzhiañ : Enporzhiañ/ezporzhiañ ho kellidsteuñv dre restroù mod CSV.

 

Rummadoù ha goproù

Deverkañ emgefreek : Despizit reolennoù ha Homebank a zeverko emvataerion ha/pe rummadoù evidoc'h.  

Ouzhpennadenn eeun : Ouzhpennit rummadoù nevez hag emvataerion end eeun diouzh marilh an treuzgreadoù. Savit ar rummadoù personel o klotañ gant hoc'h ezhommoù personel.  

Emglokaat : Ne gollot ket un emvataer pe ur rummad ha pa vefe miliadoù anezho. Kavet e vo gant Homebank gant al lizherennoù kentañ.   

 

Keweriusterioù all

Moneiz vroadel kent an euro : lakait ur moneiz kent an euro (ar franc, da skouer) ha troit ar skrammañ d'ar moneiz-se dre ur c'hlik.  

Hezougelezh : Un eeun a restr mod XML eo restr roadennoù ar gont. Drezi, kadavit ho roadennoù holl hag aes e vo atoret pe dreuzkaset.  

Ketal brav : Heuilhit hoc'h arc'hant gant ur meziant cheuc'h !  

Prenestroù lies : Barrek eo Homebank da geñveriañ meur a rizh roadennoù a-gevred dre ma 'z eo bet savet da labourat gant meur a brenestr. Keñveriet e vez gant un doare aes ho kontoù, ho tanevelloù evel ma plij deoc'h.

 

LEC'HIENN HOMEBANK

PELLGARGAÑ HOMEBANK

Dornlevr e saozneg

Dornlevr e galleg (dre Goggle Traduction)