Kinnig OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg, gant Giulia

Setu, e-giz « The Gimp » pe « Mozilla », ur prof (ha pebezh prof, un dudi !) digant kumuniezh ar meziantoù dieub. Ganet oa bet a-drugarez d’ur c’henlabour ingal hag arloup. Heñvel ouzh an heuliad kenwerzhel Star Office, un heuliad burevel dieub ha klok eo. Kinnig a ra :

  • Ur skridtreterez pe embanner testenn (Writer)
  • Un taolenner pe loger (Calc)
  • Ur meziant prientiñ (Impress)
  • Ur meziant tresañ sturiadellek
  • Un embanner pajennoù web
  • Ur mollad evit krouiñ ha merañ stlennvonoù (diazoù titouroù) en dielloù ofisiel, lennit ar rannbennad diwar-benn ar stlennvonoù : displeget e vo deoc’h penaos krouiñ anezho gant OpenOffice.org, penaos tremen eus MS Access da OOo, h.a.

Embannet eo bet an arreval diwezhañ gant OpenOffice.org. Posubl eo e bellgargañ e meur a yezh hag e brezhoneg bremañ ! Liessistem eo an heuliad bureveg (bet rakanvet OOo dija) : kavet e vez anezhañ evit ar reizhiadoù Windows, Linux, Mac ha Solaris. Posubl eo lenn ha cheñch ar restroù bet krouet gant an heuliad bureveg Microsoft Office (XP, 2000, 97 h.a.). Ar c’henglotañ etre Microsoft Office hag OOo a zo dispar : dousig e c’heller tremen d’unan d’egile, ’pezh a aliomp ac’hanoc’h start d’ober.

E-touez perzhioù niverus eus an arreval diwezhañ 1.1.4 e c'hellomp mennegiñ ar re-mañ :

  • Ezporzhiañ er stumm PDF an dielloù bet krouet.
  • Gant ar meziantoù kinnig (Impress) ha tresañ (Draw) ez eus tu da ezporzhiañ dindan ar stumm Macromedia Flash (.swf). Posubl eo bremañ gwelet ar restroù-se gant ur merdeer Internet, ar Plugin Flash gantañ.
  • Diuzoù a zo e-barzh OOo evit aesaat e arver gant an dud a wel fall (da skouer e c’heller peurzisheñvelaat al livioù).
  • Gwellaet eo bet an etrevroadelegezh (skritur daoudu hag a-blom) : treiñ a c’heller OOo e japaneg, en hebraeg hag e kalz a yezhoù all.
  • Ur benveg a-zoare da silañ restroù XML.
  • Un embanner kevatalennoù galloudek.
  • Tu ’zo da ezporzhiañ restroù OOo war-zu stummoù a genglot gant ar PDA-ioù, doare Palm Pilot pe Pocket PC.
  • Kenglotañ a ra bremañ OOo gant stlennvonoù MySQL.

Dindan aotreegezh GNU LGPL (Lesser General Public License) emañ OOo. Talvezout a ra eo kenglotus gant ar GPL, nemet n’eo ket ur redi lakaat dindan aotreegezh GNU LGPL ar chenchamantoù a reer war ar c’hod. Da lâret eo e c’hell un embregerezh bennak en em ziazeziñ war OOo ha krouiñ gantañ ur meziant perc’henn ha kenwerzhel.

Alberzioù skramm OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg

Pellgargañ OpenOffice.org 1.1.4 e brezhoneg

  • D'an 20 a viz ebrel 2005 : « Chanao, savadenn vBeta » evit MS Windows.
  • D'ar 26 a viz ebrel 2005 : « Chanao, savadenn vBeta2 » evit MS Windows.
  • D'an 3 a viz mezheven 2005 : « Macliaw, savadenn RC » evit MS Windows.
  • D'an 20 a viz mezheven 2005 : « Macliaw, savadenn RC2 » evit MS Windows.
  • D'an 10 a viz eost 2005 : «Chonomor, savadenn FCS » evit MS Windows. Troidigezh adlennet gant Skol Uhel ar Vro (Alan Monforzh).

Prest eo stumm « Chonomor, savadenn FCS » da vezañ pellgarget. Trugarez d'en em enrollañ da gentañ war rollad izili ar foromoù amañ (klikit war 'En em enrollañ') hag e vo kaset deoc'h dre bostel hep gortoz hag ent-emgefre chomlec'h ar restr ziell da bellgargañ (65Me) er gemennadenn zegemer. Evit ar re a zo enrollet dija e c'hellit cheñch ho ker-tremen hag e vo kaset deoc'h ar chomlec'h gant ar ger-tremen nevez.

Kit war ar forom evit kenskrivañ amañ