Aet eo war-wel handelv 5.0 Thunderbird, postelerezh Mozilla !

 

Ur meziant herrekoc'h hag hebleustroc'h a ginnig Mozilla.

Lañset buanoc'h, gant emzalc'hioù herrekoc'h e ra Thunderbird gant keflusker an deouez Gecko 5 (hini Firefox ivez) ha gant un ardoer askouezhioù nevez.

Daskemmet ha gwellaet eo bet skoazeller ardeiñ ar c'hontoù hag ardoerezh an ivinelloù. Skrammet e vez ment ar pezhioù stag bremañ.

Peurlipet eo bet troidigezh Thunderbird e brezhoneg gant An Drouizig.

Pennbajennad Thunderbird - Pajennad pellgardañ