Aet eo war-wel SuperTux 0.4 d'an 20 a viz Kerzu. Evit ar wech kentañ e vez kavet e brezhoneg.

Pellgargañ Supertux war-eeun : Windows pe Mac

 

SuperTux a zo ur c'hoari savennoù heñvel diouzh ar c'hoari milvrudet Super Mario Bros, deuet e-maez war al letrinoù-c'hoari NES er bloavezhioù 80. An hevelep mennozh ha SuperTuxKart an hini eo : adkemer ur stirad c'hoarioù brudet evit sevel ur c'hoari dindan ul lañvaz frank.

Tizhout dibenn un hollad a liveoù eo pal ar c'hoari, en ul lammat dreist an harzoù hag an enebourien. Un toullad elfennoù a zo adkemeret war-eeun eus Super Mario : ar vi, a lako Tux da greskiñ, evel kabell-touseg Mario, pe ar vleunienn dan, da skouer.

Daou ved disheñvel a gaver, gant un toullad liveoù e pep hini. Unan a dremen en Antarktika, hag unan er c'hoad. Liveoù savet gant ar c'hoarierien ha rannet dre ar genrouedad a vez kavet ivez.

SuperTux a zo dindan al lañvaz GNU GPL ha gallout a reer c'hoari war Windows, Mac pe GNU/Linux.

Evit pellgargañ Supertux war GNU/Linux, arverit hoc'h ardoer pakadoù.

Lec'hienn SuperTux