Guy Etienne zo aet d'an Anaon d'ar merc'her 7 a viz Genver 2015.

Glac'haret bras eo izili An Drouizig.

Hep labour ramzel Guy Etienne ha kenlabourerion Preder, ne vije ket bet eus an Drouizig. Diazezet eo bet hol labour, abaoe an deiz kentañ, war skridoù Preder dreist-holl. Geriadur ar Stlenneg a oa - zo hag a chomo - hor sturlevr.

Korvoet hon eus labourioù Preder ha klasket hon eus « beuziñ an nevid » gant ur yezh keltieg, arnevez, resis ha pinvidik.

Labourioù Guy Etienne a chomo da sturiañ ar vrezhonegerion davit ur brezhoneg evit ar bed a-vremañ, barrek da eztaoliñ mennozhioù hep o far, da ziorren dezevoù skiantel, kevredadel, barzhel...

Trugarez vras deoc'h.