Internet, d'ar 4 a viz Du 2013. GCompris 13.11 a ya war-wel gant un droidigezh e brezhoneg bet klokaet.

GCompris a dalv d'ur meziant uhel e berzhded o kinnig ur bern obererezhioù evit ar vugale etre 2 ha 10 vloaz. Obererezhioù a dalv da c'hoarioù, chom a rint kelennadel 'vat.

144 obererezh zo kinniget gant GCompris.

En o zouez :

Dizoleiñ al livioù

 

Dizoleiñ ar sonerezh

 

 

C'hoarioù gant ar skiantoù

 

Gwelout an holl obererezhioù amañ

Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc’h hervez hoc’h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh. Un niver bevennet a obererezhioù ez eus gant an handelvoù evit Windows ha MacOSX, war-dro 81 e-keñver 144 hag a zo hegerz. Kit amañ da brenañ GCompris ha kaout an holl obererezhioù.

Klok ha digoust penn da benn eo GCompris evit reizhiadoù Linux.

Pellgargañ GCompris

Lañvaz GNU/GPL