Internet d'an 29 a viz Here 2013. Firefox 25 a ya war-wel gant Mozilla.

 

Skor kleved evit ar web

 

Enkorfet ez eus bet ur c'heflusker kleved (aodio) da lakaat ar sonerezh pe ar sonioù da vezañ soubadurek. Paotred an diorren a c'hallo krouiñ endalc'hadoù-son gant efedoù ha sonioù diouzh al lec'h. Dreist e vo evit c'hoarioù war ar web, en o zouez.

 

Ar varrenn glask n'eo ket rannet ken

 Grit ur c'hlask dre Ctrl+F war un ivinell bennak. Mar bez digoret un ivinell all ne welot ket ar varrenn glask. Ret e vo deoc'h adober Ctrl+F d'he gwelout.

 

 

Moned d'ur merdeer all mar chomet dioberiant

 Mar chomot hep ober gant Firefox e-pad un toulladig amzer e kompreno Firefox hoc'h eus dibabet ur merdeer all. Koulskoude, mar lañsot Firefox en-dro e vo goulennet diganeoc'h mar fello deoc'h enporzhiañ arventennoù ha roll istor o tont eus ur merdeer all. Ouzhpenn da se ne vo ket skarzhet hoc'h estez merdeiñ mar bez adderaouekaet Firefox.

 

Testeni Firefox

Daskemmet eo bet ar vaez skrammañ evit an testeni diogelroez evit pajennadoù diabarzh Firefox, o roll e  about:about.

Bremañ ez eo skrammet un testeni Mozilla Firefox :

 

Firefox evit Android : Merdeiñ tud kouviet

 Aotreet eo an arveriaded da rannañ o zrevnad Android gant mignoned pe izili o familh hep ma vint gouest da welout an ivinelloù digor pe roll istor ar merdeiñ. Prennet e vo hoc'h aelad dre ziouer ha loc'het e vo un estez nevez flamm a c'hallo bezañ serret ur wech distroet d'hoc'h aelad.

 

Pellgargañ Firefox e brezhoneg

Roll ar c'hemmoù