Internet, d'an 13 a viz Meurzh 2012. An unnekvet handelv eus Firefox zo aet war-wel, savet gant Mozilla.

Ar gwellaennoù pouezusañ :

 

  • Goubredañ an askouezhioù etre meur a urzhiataer kennasket ouzh un hevelep kont, pezh a zo dreist evit ar re o deus un urzhiataer er burev hag unan er gêr.
  • Enporzhiañ an arventennoù hag ar roadennoù adalek Google Chrome : gwellvezioù, sinedoù, roll istor, gerioù tremen ha roadennoù all.
  • Herrekaat skrammañ ar bajennadoù gant skor ar c'homenad dezougen mod SPDY.
  • Skor ar bliverezhioù mod CSS,
  • Gwellaat arver ar vemor,
  • Merdeiñ eeunaet gant "Trackpad" ho Mac
  • Enkorfañ ur arc'hwel da zinoiñ al lec'hiennoù web diskred warno anvet 'Do Not Track', a vez tizhet dre an arventennoù kefluniañ evit ar vuhez prevez,
  • Skrammañ araokadur ar pellgargadurioù war ar merdeer end-eeun,
  • Enkorfañ "Panorama', a laka aozadur ha kenstrolladur an ivinelloù da vezañ aesoc'h.

Evit paotred an diorren ez ay un embanner stiloù nevez da vezañ hegerz a-benn daskemmañ end-eeun restroù mod CSS ur bajennad. Ouzhpennet e vo un enseller Web 3M da welout gant un doare 3M elfennoù liesseurt al lec'hienn gweladennet.

 

Pellgarget e vez an handelv 11 diwar ar bajennad amañ pe hizivaet e vez ho handelv 10 (pe 9) dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.