Embannet eo bet Firefox 8 gant Mozilla d'an 8 a viz Du 2011.

 

Ouzhpenn TWITTER war boestad klask ar varrenn ostilhoù eo unan eus ar c'heweriusterioù pennañ evit an handelv-mañ. Emañ bremañ e-kichen Google, Klask pe Wikipedia. Drezi e vo tro d'an arveriaded klask war ar rouedad kevredadel diouzhtu. Siwazh, enkorfet eo bet ar c'heweriuster-mañ evit ar saozneg, ar portugaleg, ar sloveneg hag ar japaneg hepken, ket evit ar brezhoneg evit poent.

 

Dinoet e vo an enlugelladoù pellgarget gant un trede ha diweredekaet e vint dre ziouer. Goulennet e vo digant an arveriaded hag e fello dezho gweredekaat pe get an enlugelladoù-mañ. Da wareziñ an arveriaded a-enep ar barrennoù ostilhoù aloubek e talv ar c'heweriuster-mañ.

 

Keweriusterioù all ez eus, en o zouez :

Gant Firefox 8 e c'hallit kargañ ivinelloù diouzh ho c'hoant, pezh a herreka atoriñ ar prenestroù gant kalz ivinelloù. Kavet e vez an dibarzh-mañ dre : Dibarzhioù/Gwellvezioù Firefox war ivinell Hollek.

E-touez ar re gentañ o doa kinniget ar skouerieg WebGL (Web Graphics Library) e oa Mozilla. Ar skouerieg WebGL a ro tro d'al lec'hiennoù ha d'an arloadoù Web skrammañ kevregadoù 3M gant herrekadur an dafar, ha n'eus ket ezhomm staliañ meziantoù trede. Bremañ e vez skoret ar galvezouriezh CORS (Cross-Origin Resource Sharing) a ro tro da baotred an diorren kargañ gwiadezhioù mod WebGL o tont eus domanioù all gant un doare diarvar. Kit da welout al lec'hienn a-zivout Google MapsGL (maps.google.com) ha gwelit kartennoù 3M war Firefox.

 

Firefox evit Android

Gant ar c'heweriusterioù nevez lakaet e Firefox evit Android e vez an arveriaded ar vistri war o doareoù d'ober gant Internet gant ho pellgomzerioù hezouk. Gant keweriuster ar ger-tremen pennañ e vez gwarezet anvioù an arveriaded hag o gerioù tremen enrollet ganeoc'h. Gwarezet e vo diogelroez ho stlennoù ha pa vefe prestet ho pellgomzer pe kollet zoken.

Gant an arveriaded e vez ouzhpennet arlunioù, gant un doare aes, war ho skramm degemer, evit al lec'hiennoù hag arloadoù Web a zo war o sinedoù.

 

Pellgarget e vez an handelv 8 diwar ar bajennad amañ pe hizivaet e vez ho handelv 7 (pe 6) dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.