D'ar 27 a viz Gwengolo eo bet embannet Firefox 7 gant Mozilla ha troet gant An Drouizig !

 

Ur bern traoù nevez a ginnig Firefox 7, en o zouez :

 

  • Bihanaet dre 20-30 % eo bet beveziñ ar vemor ha betek 50% gant troioù zo ;

  • Herrekaet eo bet skrammañ Canvas evit Windows ;

  • Diadaol eo bremañ goubredañ ar re wellañ deoc'h hag ar gerioù-tremen dre Sync ;

  • Kuzh dre ziouer eo ar rakrann "http://" bremañ ;

  • Ouzhpennet eo bet skor ar perzh mod CSS3 text-overflow (an destenn o vont dreist bevenn ur voestad testenn, da skouer) : "ellipsis" ;

  • Gwellaet eo bet ar skor evit MathML ;

  • Hizivaet eo bet ar c'homenad WebSocket gant e handelv 8 ;

  • Ouzhpennet ez eus bet ur reizhiad da reiñ tro d'an arveriaded dibab hag e fell dezho kas stlennoù dizanv a-zivout digonusted Firefox da vMozilla ;

  • Reizhet ez eus bet traoù a-fet stabilded ;

  • Reizhet ez eus bet traoù a-fet diogelroez

Roll an daskemmadurioù :

http://www.mozilla.org/en-US/firefox/7.0/releasenotes/buglist.html

Pellgarget e vez an handelv 7 diwar ar bajennad amañ pe hizivaet e vez ho handelv 6 (pe 5) dre al lañser Skoazell/A-zivout Firefox.