Ur goulev da dresañ ha da zaskemmañ skeudennoù eo Pinta.Savet eo bet diwar Paint.NET. A-benn pourchas ur meziant aesoc'h eget GIMP eo bet savet.

 

 

 

 

 

Kit amañ a-benn pellgargañ ar restr. Ret e vo deoc'h pellgargañ ha staliañ GTK evit Windows ma n'emañ ket war ho reizhiad.

 

Evit Windows :

Enkorfet eo bet an droidigezh vrezhoneg e Pinta, koulskoude pa vo staliet Pinta, ne vo ket diouzhtu e brezhoneg. Serrit Pinta. Kit da Program files/Pinta/Locale. Kavet e vo an holl droidigezhioù.

Kit er c'havlec'hiad anvet fr. Grit un eilad eus ar restr er c'havlec'hiad (eilit-pegit ar restr ennañ, ur restr gant copie en hec'h anv a vo krouet.

Kit er c'havlec'hiad anvet br. Eilit ar restr. Distroit e fr ha pegit ar restr. Ar restr peget a gemero plas ar restr e galleg (setu perak eo gwell ober un eilad eus ar restr e galleg).

Serrit pep tra ha lañsit Pinta. E brezhoneg e vo pep tra.

Troet e brezhoneg gant Alan Monfort.

 

Lañvaz MIT X11
Lec'hienn Pinta