Kinnig OpenOffice.org 2.4.1 e brezhoneg

Amañ emañ OpenOffice.org 2.4 e brezhoneg !

D’ar c’hwec’h a viz Genver 2008,

OpenOffice.org 2.0 a zo un heuliad meziantoù burevek a oa gortozet abaoe daou vloaz, dre ar bed a-bezh, gant hiniennoù, gouarnamantoù ha kevredadoù. Aes eo ober gant OpenOffice.org 2.0 ha mont a ra en-dro gant an heuliadoù burevek pouezusañ. Gantañ emañ holl c’halloudegezhioù ar meziantoù digor o zarzh. Ouzhpenn ur mollad stlennvon nevez ha barregezhioù XML araokaet e skor OpenOffice.org ar mentrezh skoueriekaet etrebroadel OpenDocument a zo bet degemeret evel teul burevek dre ziouer gant meur a vro, ha gant Stad Massassuchets en Amerika. Muioc’h c’hoazh eget forzh peseurt heuliad meziantoù all e ro OpenOffice.org an ostilhoù d’an dud dre ar bed a-bezh evit bezañ izili emouestlet hag oberiant eus o c’humuniezh.

OpenOffice.org zo bet troet e 36 yezh, ar brezhoneg en o zouez, ha muioc’h c’hoazh a zo da zont. Barrek eo da vont en-dro gant Windows, Linux, Solaris, Mac OS X (X11) ha meur a savenn all. Gant OpenOffice.org eo echu gant an diforc’hidigezh etre ar meziantoù hag an digenvezder ; ha ledanaat a ra, en un doare digredus, an dachenn labour. Ouzhpenn-se, dre ma skor ar mentrezh OpenDocument, savet gant an aozadur skoueriekaat OASIS, n’eus ket da gaout aon, gant OpenOffice.org, rak bezañ bac’het gant ar werzhourien pe rak an diamzeriñ mentrezh. Gallout a ra ar mentrezh OpenDocument bezañ implijet gant ne vern pe arload burev, ha reiñ a ra tu da welout, da embann ha da voullañ teulioù evit ar remziadoù da zont.

OpenOffice.org 2.x a zegas spi d’an armerzhioù bihan, dre ma c’hellont bremañ kaout un hollad meziantoù burevek en o yezh hag a zegouezh mat gant o ezhommoù ha gant o barregezhioù arc’hant. Dieupoc’h e vint neuze diouzh interestoù ar werzherien meziantoù perc’henn.

OpenOffice.org zo o vont da vezañ an heuliad meziantoù burev brudetañ a zo bet gwelet biskoazh er bed a-bezh ; reiñ a ra tu d’an implijourien, gant diogelroez ha dre zibab, da gemer perzh en unan eus ar strivadegoù brasañ gwelet biskoazh gant kumuniezh ar Genrouedad. « Evel ezel eus ar gumuniezh-se e fell din kas ma gourc’hemennoù gwellañ deoc’h », Jonathan Schwartz, Kadoriad Penn Rener Sun Microsystems.

Savet gant ur gumuniezh enni Sun Microsystems, ar skoazeller arc’hant hag ar c’heveler pennañ, Novell, Red Hat, Debian, Prolypon, Intel, kement ha tud dizalc’h, goulevourien, troerien, skridaozerien hag arwerzhourien anezho, OpenOffice.org 2.0 a ziskouez berzh, emroüsted, ha barregezh Kumuniezh ar meziantoù digor o zarzh.

Bremañ emañ Kêr Vienna e-touez ar gumuniezh-se. Kroget he deus da zasparzhañ OpenOffice.org en he burevioù. « Laouen omp gant arc’hwelerezh ha perzhded ar meziant OpenOffice.org. Spi hon eus e vo OpenOffice.org e-kerz an holl implijourien zo war hon 18000 post labour », Brigitte Lutz, Kêr Vienna.

Louis Suárez-Potts, Rener Kumuniezh OpenOffice.org, a zispleg eo « OpenOffice.org 2.0 an disoc’h eus un argerzh kenlabour oc’h emplegañ miliadoù a dud a labour e nouspet yezh warn-ugent dre ar bed a-bezh. Diskouez a ra splann ez eo barrek an « Open Source » da genderc’hiñ meziantoù uhel o ferzhded hag e c’hell gwarantiñ ez int stabil, aes da implijout hag asur, dres ar pezh a c’hortoz an implijerien digant o meziantoù burevek. ».

Ouzhpenn ar mentrezh OpenDocument, an etrefas implijour zo bet adtreset hag ur mollad stlennvon nevez zo kinniget gant OpenOffice.org 2.0. Gwellaet eo bet ar skor PDF, araokaet ar mollad taolenner, klokaet enframmadur ar burev ha meur a elfenn all c’hoazh zo bet gwellaet, da dennañ splet eus e varregezhioù XML araokaet, evel e amparted da grouiñ, da embann ha da implijout XForms en un doare aes.

Gant harp ur mell labour 10 mizvezh sevenet gant tri den a youl vat e c’heller kaout hiziv an heuliad OpenOffice.org 2.0 e brezhoneg ivez. Diouzhtu e c’hell bezañ pellgarget an aozerezh 2.0 ofisiel war lec’hienn An Drouizig, http://www.drouizig.org hag a-benn nebeut amzer, gant skoazell ar Rannvro Breizh, e vo dasparzhet an aozerezh adlennet 2.0.1 war CDROM, evit ar skolioù da gentañ-penn hag ar vrezhonegerien dre vras war-lerc’h.

Evit kaout muioc’h a ditouroù diwar-benn OpenOffice.org, kit da lenn ar c’hemennadennoù e saozneg war ar bajenn-mañ.

Gant hor gwellañ gourc’hemennoù,

Kumuniezh OpenOffice.org

Levrlennadur – Implijet eo bet al levrioù-mañ evit an droidigezh vrezhonek :

  • « Geriadur Brezhoneg », An Here.
  • « Geriadur ar Stlenneg », Guy Étienne, Preder. (gw. http://www.preder.net).
  • « Geriadur an Armerzh », Yann-Baol an Noalleg, Preder.
  • « Geriadur ar Jedoniezh », Yann-Baol an Noalleg, Preder.

Pellgargañ OpenOffice.org 2.x e brezhoneg

Evit deskiñ penaos kempenn mat hag implijout un tammig an difazier brezhonek dindan OpenOffice.org

  • Pellgargit ha stailhit WebEx Recorder and Player amañ (skañv ha digoust eo !).
  • Pellgargit ar restr demo amañ, klikit warni evit lañsañ an demo.
  • 3.1 - D'an 28 a viz C’hwevrer 2009 - pellgargañ an aozadur «3.1 DEV37 - Turiaw ar Menteg », kentañ savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 3.1 ofisiel.
  • 2.4.1 - D'an 20 a viz Mezheven 2008 - pellgargañ an aozadur «2.4.1 m17 - Gregor Rostren », seitekvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.4.1 ofisiel.
  • 2.4 - D'an 18 a viz Meurzh 2008 - pellgargañ an aozadur «2.4 m12 - Emile Ernault », daouzekvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.4 ofisiel.
  • 2.3.1 - D'an 8 a viz Du 2007 - pellgargañ an aozadur «2.3.1 m8 - Job er Bayon », eizhvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.3.1 ofisiel.
  • 2.3 - D'an 19 a viz Here 2007 - pellgargañ an aozadur «2.3 m7 - Yann-Bêr Kalloc’h », seizhvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.3 ofisiel.
  • 2.2.1 - D'an 2 a viz Mezheven 2007 - pellgargañ an aozadur «2.2.1 m18 - Pêr Trepos », triwec'hvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.2.1 ofisiel.
  • 2.2 - D'an 24 a viz Meurzh 2007 - pellgargañ an aozadur «2.2 m14 - Sten Kidna », pevarzekvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.2 ofisiel.
  • 2.1 - D'an 3 a viz Kerzu 2006 - pellgargañ an aozadur «2.1 m6 - Yann ab Gwilherm Lemenig », c’hwec’hvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.1 ofisiel.
  • 2.0.4 - D'an 29 a viz Gwengolo 2006 - pellgargañ an aozadur « 2.0.4 m5 - Erwan Berthou », pempvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.0.4 ofisiel.
  • 2.0.3 - D'an 28 a viz Mezheven 2006 - pellgargañ an aozadur « 2.0.3 m7 - Taldir Jaffrenou », seizhvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.0.3 ofisiel.
  • 2.0.2 - D'an 28 a viz C'hwevrer 2006 - pellgargañ an aozadur « 2.0.2 m5 - P.J. Helias », pempvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.0.2 ofisiel.
  • 2.0.1 - D'an 18 a viz Kerzu 2005 - pellgargañ an aozadur « 2.0.1 m5 - P. Le Goff », pempvet savadenn war ar renk da vezañ stampilhet 2.0.1 ofisiel.
  • 2.0 - D'an 17 a viz Here 2005 - pellgargañ an aozadur « 2.0 ofisiel - J.F Le Gonidec ».