(Kinnig gant Tomaz Jacquet)
Ur geriadur e-touesk re all
Da gentañ ar geriadur brezhoneg-galleg/galleg-brezhoneg zo ur geriadur e-touesk re all : war lec'hienn FREELANG, e c’haller pellgargañ ur programm bihan, ar geriadur e gwirionez, a c’hall bezañ arveret evit kement yezh zo… ma fell da unan krouiñ warc’hoazh geriadur ar schtroumpfeg, e c’hello hen ober digudenn !
An tuioù mat a zo eta :
- pellgarget e vez ha goude, ez a en dro digevreet ;
- pinvidikaat pe gemm anezhañ a c’haller evel ma fell da unan ;
- ur geriadur liesyezhek an hini eo ;
- alies e vez nevesaet.
Istor
Stumm kentañ ar geriadur a oa bet savet gant Per Desbordes. Ne oa ket kalz a c’herioù ennañ, avat (nebeutoc’h eget 1000), ha diaes e oa en em gavout e-barzh, pa oa fellet da Ber Desbordes sevel ul labour kelenn, o lakaat ar gerioù en o stumm kemmet ! Neuze em boa divizet sevel va rolloù din-me, en un doare urzhiek, oc’h adkregiñ diwar netra :
- Ebarzhiñ kement ger a oa e-barzh ar BREZHONEG EEUN gant ROPARZ HEMON (un doare basic english ar brezhoneg, embannet evit ar wech kentañ e 1935)
- Ebarzhiñ kement ger a oa e geriaoueg BREZHONEG BUAN HAG AES gant PER DENEZ
- Ebarzhiñ an holl dermenoù bet desket ganin e-ser lenn da-c’houde...
- Abaoe, e kendalc’han d’e binvidikaat evel ma teu e teu...
- Hiziv, 36 924 ger a ya d’ober an tu brezhoneg/galleg ha 36 601 an tu galleg/brezhoneg e geriadur brezhoneg-galleg / galleg-brezhoneg FREELANG.
Daveennoù
Evit kadarnaat kement ebarzhadenn a ran, ez an da welout e levrioù dave :
- Dictionnaire BRETON/FRANCAIS - FRANCAIS/BRETON de ROPARZ HEMON (Al Liamm)
- Geriadur divyezhek BREZHONEG-GALLEG / FRANCAIS-BRETON de DIVY KERVELLA (Hor Yezh)
- Geriadur HOLLVREZHONEK AN HERE (An Here)
- Base terminologique d'OFIS AR BREZHONEG
- GERIOÙ... des mots (pour parler breton tous les jours) d'ALAN MONFORT (Hiziv an Deiz)
- GRAND DICTIONNAIRE Français-Breton de FRANSEZ VALLEE
- Geriadur krenn ar BREZHONEG A-VREMAÑ de FRANCIS FAVEREAU (Skol Vreizh)
- Geriaouigi ABER, PREDER, Imbourc'h...
Kenoberoù
A-wechoù e tapan kaout sikour digant kenrouedaderien a implij ar geriadur hag a veneg din mankoù pe vioù koukoug (nevez zo, evel-se ez eus bet graet ur c’hempenn bras d’ar Geriadur o tennañ dioutañ an holl vioù koukoug a oa chomet e-barzh abaoe ar penn-kentañ anezhañ) pe a ro din listennadoù klok diwar-benn dodennoù arbennik (ar stlenneg, an armoù...)
Pellgargañ & klask e-barzh
Pellgargañ ar geriadurioù brezhoneg-galleg war ar bajenn-mañ. Klask ur ger en linenn.