Internet, d'ar 17 a viz Gouere 2012. Firefox ha Thunderbird 14 zo lakaet war wel gant Mozilla.
FIREFOX 14
Traoù nevez ez eus gant Firefox 14, en o zouez :
- Gant Firefox 14 ez eus bet reizhet 14 skarioù diogelroez. Drezo e oa tro d'ar forbanned erounit bonegoù kontronet mod Javascript, mont tro-dro trevnadoù diogelroez ha kontroniñ ar memorioù.
- Reizhet ez eus bet beugoù ivez a-zivout GIF ha CSS hag evit ober gant meur a skramm gant Mac.
- Bremañ e vez skoret ar bliverezhioù mod CSS, gwellaet eo bet arver ar vemor.
- Bremañ e vez dinoet al lec'hiennoù arvarus gant an arc'hwel "Do Not Track" a vez kavet dre arventennoù kefluniañ evit ho puhez prevez.
- Skrammet e vez araokadur ar pellgargadurioù war prenestr ar merdeer.
- Ho klaskoù dre c'hGoggle a vo diarvar dre HTTPS. Klokaet e vo ar chomlec'hioù ent emgefreek gant ar varrenn enklask.
Amañ emañ roll klok an traoù kemmet ha gwellaet.
Evit pellgargañ Firefox 14 e brezhoneg.
THUNDERBIRD 14
N'eus ket kalz traoù nevez (an dro eo da lavarout) :
Serret ez eus bet 129 beug ha reizhet ez eus bet 11 skar diogelroez, en o zouez 5 anezho eizik.
Roll klok ar c'hemmoù bet graet.