Gant SPIP e c'heller sevel lec'hiennoù, hep bezañ barrek war ar stlenneg (ket ezhomm da c'houzout kodiñ pe programiñ), hag aotreañ an dud da vagañ al lec'hienn gant o fennadoù. Azas eo SPIP dreist-holl evit sevel lec'hiennoù gant pennadoù, da lâret eo kazetennoù, pe lec'hienn ur c'hevredigezh gant he skridoù, pe zoken ur blog, ... Aes-tre eo merañ ar skridaozerien lies hag ar yezhoù lies.

Setu ar pezh a c'heller ober gant SPIP :

  • skrivañ ur pennad, kinniget brav, liammoù ha notennoù ennañ, stagañ teuliadoù, liammañ troidigezhioù, hep gouzout tra ebet d'an HTML, adalek internet, hep pellgargañ ur meziant bennak...
  • reiñ o ali pe resisadurioù, gant forumigoù stag ouzh ar pennadoù
  • kinnig ul lec'hienn a blij dezho, pe un darvoud a-bouez, gant berrskridoù
  • sevel listennoù eus al lec'hiennoù a blij deomp, ar re a gemeromp titouroù diwarno, ...
  • renkañ ar pennadoù, al liammoù, ar berrskridoù, hag all dre rummadoù, pe stagañ gerioù-alc'hwez outo
  • kaout eskemmoù gant skridaozerien all al lec'hienn a-drugarez d'ur postelerezh diabarzh
  • a-drugarez d'an deknologiezh RSS, dezastum titouroù diwar lec'hiennoù all, pe kinnig hor re da re all
  • gouzout pep tra diwar-benn buhez al lec'hienn a-drugarez da statistikoù
  • merañ ar c'haozioù, a-drugarez d'ar c'huñvaat a-raok embann, pe goude-embann
  • sevel listennoù-skignañ
  • ...

 

Aes-kenañ eo da staliañ ha da implijout, ha posupl eo kemm ar pezh hon eus c'hoant e-barzh ar c'hinnig evit ma klotfe ouzh ar pezh a blij deomp... Dre ma'z eo bev-mat kevredigezh SPIP e vo kavet buan diskoulmoù da gudennoù 'zo, kenkazh ma savfe lod...

Setu amañ un nebeud lec'hiennoù savet gant SPIP (dibabet diouzh an degouezh, evel-just...), evit gwelet an disoc'hoù :

Ar bajenn droidigezh war lec'hienn SPIP a zo amañ