Avaloù douar tomm ha meuzioù hanter boazh

Ur poellad gant Skol Veur Victoria er C'hanada

Setu ur poellad (diskoachet gant hor c'henseurt Yvan Kerever) a vo talvoudus koulz d'an holl gelennerien a zo boas da implij poelladennoù etreoberiant war urzhiataerezioù o c'hlasoù ha d'ar re n'int ket.

Un heuliad 6 poellad eo e gwirionez, unan da grouiñ goulennaouegoù liesdibab (QCM), an eil goulennoù respontoù berr dezhe (Quiz), an trivet frazennoù mesket, ar pevarvet     gerioù-kroaz, ar pempvet poelladennoù   kenstrollañ/urzhiañ daou rummad elfennoù hag ar c'hwec'hvet poelladennoù leuniañ an toulloù.

 

 

 

 

Ar pep souezhusañ eo ar mod ma vez savet ur gael gerioù-kroaz diwar ul listennad gerioù.

Goude e c'hellit moullañ ho kael gerioù-kroaz war baper pe troiñ anezhi en ur bajenn web da vout diskwelet  en ur merdeer evel    Internet Explorer pe Opera e brezhoneg. Aze e c'hello ar skoliad kaout sikour o pouezañ war ar bouton skoazell.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Krouiñ pajennoù Web etreoberiant a zo ken aes (pe ken diaes...) hag implij ur skridtreterezh. Meur a skouer eus ar pezh a  c'heller ober a vez roet war lec'hienn internet skol veur Victoria ma c'hellit pellgargañ ar poellad : http://web.uvic.ca/hrd/hotpot/ pe war lec'hienn an implijerien gallegerien :  http://www.sequane.com

An div skeudenn-mañ am eus kavet war lec'hienn Hotpot (1500 a zo, a-ratozh evit deskiñ yezhoù) http://web.uvic.ca/hcmc/clipart/

Gant Hotpot ez eus tu ouzhpenn krouiñ poelladennoù e bre­zhoneg evit ar vugale labourat war eeun e brezhoneg. Troet am eus ar fichennaouegoù kenneuziañ an etrefas ha kenneuziañ an diskas.

Martin Holmes unan eus krouerien ar raktres en doa lâret lakaat an droidigezh er pakad. Abaoe ez eus tu da zibab ar yezh da implij pa vez lañset ar poellad evit ar wech kentañ. Na zisoñjit ket ivez, ma faot deoc'h e vefe e brezhoneg ar pajennoù krouet ganeoc'h, pouezañ war "dibaboù", "kenneuziañ an diskas"; dont a ra ur voest kendivizout war wel : gallout a reoc'h personelaat ar c'hemennoù ar boutonioù… pe pouezañ war ar bouton en tu kleiz "kargañ" ha  dibab ar fichennaoueg brezhoneg.cfg

 

 

 

 





Na laoskit ket an avaloù-douar tomm da gouezhañ. Pellgargit an heuliad ha poazhit meuzioù saourus d'ho skolidi. Ha marteze p'hon do ul lec'h eskemm teuliadoù niverel e c'hellimp reiñ un tañva eus hon c'heusteurenn an eil d'egile...

Jean-Mark Ilias

Pellgargañ HOT POTATOES
ar restroù troidigezh evit ar 6.0 a zo  amañ.