Ur meziant kelennadel o kinnig obererezhioù liesseurt d’ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.

 

 

Alies e vez c’hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da heul e kavot obererezhioù :

- dizoleiñ an urzhiataerioù : klavier, logodenn, fiñvioù al logodenn...
- jedoniezh : adwelout an taolennoù, kemparzh, eriñvadur,...
- skiantoù : tredan, kelc’hiad an dour, ar skluzioù, ar splujerezed...
- douaroniezh : lakaat ar broioù war ur gartenn.
- c’hoarioù : torr-pennoù, gwezboell, c’hoari-eñvor...
- lenn : pleustradur war al lenn
- all : lenn an eur, livioù brudet e miltammoù, tresadennoù sturiadel...

En e bezh ez eus ouzhpenn 100 obererezh kinniget ha war emdreiñ emañ c’hoazh. Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc’h hervez hoc’h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh.

Muioc'h war pajenn GCompris

Un teul bruderezh evit GCompris e brezhoneg (e mentrezh OpenOffice)

Lañvaz GNU/GPL