D'an 18 a viz Kerzu 2014. LibreOffice 4.3.2 a ya war-wel gant The Document Foundation. Ur bern traoù nevez evel boaz a zeu gant an handelv-mañ. En o zouez :

 

PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 4.3
EVIT GOUZOUT PENAOS STALIAÑ LIBREOFFICE E BREZHONEG

 

Writer

Kresket eo bet niver a arouezennoù e-barzh ur rannbennad
Kresket eo bet ar vevenn dre 16 bit (65 535) betek 32 bit (2 147 483 647 ). Talvoudus eo mar bez ezhomm biziata un destenn hir en ur rannbennad nemetken. (Caolán McNamara)

Daskemmet eo bet an afelloù merdeiñ
Dilec'hiet eo bet an afelloù merdeiñ eus traoñ ar varrenn dibunañ betek ar varrenn glask (Samuel Mehrbrodt, UX-Advise Team)


Afelloù da greskaat/digreskaat ment an nodrezhoù
Dilamet eo bet ar bevennadur  betek72 pt evit afell da greskiñ ment an nodrezh (Maxim Monastirsky, Caolán McNamara)
Ouzhpennet ez eus bet un arc'hwelerezh evit  kreskiñ/digreskiñ an ergorennoù tresañ (Maxim Monastirsky)


Sil enporzhiañ/ezporzhiañ DrawingML
Ur sil nevez da enporzhiañ/ezporzhiañ restroù mod DOCX diazezet war DrawingML (un areg notenniñ evit kevregadoù sturiadel) evit al lunioù hag ar frammadoù testennoù (Miklos Vajna)


Proportion image scaling
Skeuliadet e vez ar skeudennoù a-genfeur dre ziouer bremañ. Evit dibab ar vent frank, ober gant ar stokell PENNLIZH. pouezet. (Tomaž Vajngerl)


An arouezennoù divoulladus meneget e glas bremañ
Diskouezet e vez an arouezennoù divoulladus gant ul liv glas bremañ  (Tomaž Vajngerl)


Gwellaet eo bet eoriañ ar sterniad testenn daveel
Skoret e vez darempredoù liesseurt evit ar sternioù testenn daveel. Fellout a ra deoc'h ur stern testenn a vefe 100% e led e keñver ment klok ar bajenn (gant ar marzioù). Graet e veze en ur reiñ an hevelep ment ha hini ar bajenn. Torr-penn eo oa avat : ret e oa eilañ an arventennoù e daou lec'h. Bremañ e vez dibabet pezh a dalv 100% evit al led hag an hed. (Miklos Vajna)


Steudadur a-serzh evit ar sternioù testenn
Skoret e vez bremañ steudadur a-serzh an destenn (pe ne vern pe dra all). Kempennet e vez dre ivinell an dibarzhioù  (Zolnai Tamás).




Calc


Usskediñ speredekoc'h ar c'helligoù er reollunioù
Bremañ, gant ur reollun, e vez usskedet ar c'helligoù gant livioù o kenglotañ gant daveoù ar gell : E glas e vo usskedet ar gellig A1 hag e glas e vo skrivet A1 er reollun. Aesoc'h e vo gwiriañ an traoù gant ur reollun hir (Rachit Gupta).

 


Emañ meneget an niver a vannoù pe renkoù diuzet war ar varrenn stad
Pa zibabit kelligoù e vez meneget an niver a vannoù pe renkoù war ar varrenn stad (Manmeet Singh).


Patromoù evit amdreiñ an destenn a vez diuzet gant an arveriaded
Dre Ostilhoù > Dibarzhioù > LibreOfficeCalc > Reollun > Arventennoù jediñ munutaet > Personalaat > Munudoù e vez diuzet gant an arveriaded penaos a vo keweriet kelligadoù testenn pa vez kejet ouzh an destenn evel niñvader e-kreiz un niñvadur niveroniezh (Eike Rathke).

 

Gwellaet eo bet an taolennoù kroaz dialuskel
Emañ kempennet ar vaezienn "Roadennoù" war vannoù dre ziouer. Mar bez ezhomm e c'hall bezañ lakaet war renkoù. Aesoc'h hag herrekoc'h e vo krouiñ taolennoù kroaz dialuskel diouzh tarzhioù roadennoù bras (Tomaž Vajngerl).


Impress ha Draw


Niver a bajennoù
An treyonennoù kuzh ne vint ket kontet e-kreiz maezienn gontañ an niver a bajennoù a-benn mirout ouzh kemmeskañ an traoù (J. Fernando Lagrange).


Lakaat an dreyonenn da genglotañ gant ment ar prenestr
Ouzhpennet ez eus bet un arlun er varrenn stad da reiñ tro d'an arveriaded lakaat an dreyonenn da vont ouzh ment ar prenestr skrammañ gant ur c'hlik nemetken war ar groaz (Caolán McNamara).


War roll an treyonennoù
Bremañ ez eus un difoc'h etre neuz an treyonennoù pa vezont diuzet, diziuz, gant al logodenn o tremen dresto (Caolán McNamara).


Patromoù 3M
Bremañ e vez enlakaet patromoù 3M gant ar mentrezh glTF format er c'hinnigadennoù (en ur ober gant libgltf) dre Enlakaat > Ergorenn > Patrom 3M (evit Windows ha Linux evit poent) (Zolnai Tamás, Jan Holesovsky, Markus Mohrhard).



Base


Access2Base

Un handelv nevez eus Access2Base H 1.1.0 a ginnig LibreOffice. Aesoc'h ha berroc'h eo da zeskiñ eget an API UNO soueriek. Haeziñ roadennoù dialuskel a vez aotreet gant an handelv-mañ diouzh ne vern pe vakro mod Basic (da skouer ar re savet gant un arveriad en ur reollin esu Calc). Lennit Scripting / Base evit gouzout hiroc'h. (Jean-Pierre Ledure)


Evit an holl


Arlunioù mod Tango bet nevesaet
Hizivaet eo bet ar spletad arlunioù mod Tango, gant arlunioù nevez war ar varrenn gostez (Alexander Wilms, Miroslav Mazel).

 

An arlunioù kostez :

 


Gwellaet eo bet ar greizenn loc'hañ
Bremañ ez eus un alberz eus an holl rizhoù restroù ha ket ar re mod ODF nemetken (Jan Holesovsky).
An teulioù nevesañ a c'hall bezañ dilamet dre ziuzañ. Skarzhet int diwar ar roll, n'int ket skarzhet diwar an urzhiataer (Jan Holesovsky).

 

PELLGARGAÑ LIBREOFFICE 4.3
EVIT GOUZOUT PENAOS STALIAÑ LIBREOFFICE E BREZHONEG

Roll klok an nevezintioù

Dielloù


D'ar 25 a viz Gwengolo 2014. LibreOffice 4.3.2 a ya war-wel gant The Document Foundation. Ur bern traoù nevez evel boaz a zeu gant an handelv-mañ.