Internet, d'ar 5 a viz Mezheven 2012. Firefox ha Thunderbird 13 zo lakaet war wel gant Mozilla.

 

FIREFOX 13

Gant handelv 13 Firefox ez eus bet reizhet 1329 kudenn hag ouzhpennet ul lodig traoù nevez :

Kemmet eo bet ketal ar meziant : gant pajennad degemer Firefox 13 e vez kinniget meur a zibarzh :

  • Tizhet e vez lec'hiennoù muiañ plijet, ar roll istor, an askouezhioù, ar goubredañ pe ar gwellvezioù.
  • Bremañ e vez atoret un estez kozh dre ar bajennad degemer, pezh a zo talvoudus pa sac'h ar meziant.
  • Pa zigorot un ivinell nevez e welot malvennoù (skeudennoùigoù) o tiskouez al lec'hiennoù a weladennit alies.

Gwellaet eo bet digonusted ar merdeer dre ober gant ar c'homenad SPDY (pe « Speedy »), krouet gant Google. Berraet e vo pad pellgargañ ur bajennad. Skoet eo ar c'homenad-mañ gant Firefox abaoe an handelv 11. Gant Firefox 13, avat, eo bet talvoudekaet dre ziouer.

 

Amañ emañ roll klok an traoù kemmet ha gwellaet.

Evit pellgargañ Firefox 13 e brezhoneg.

 

THUNDERBIRD 13

N'eus ket kalz traoù nevez :

  • Kasit ho restroù bras en ur gwazerezh kadaviñ enlinenn ha kasit ereoù d'ho mignoned e-lec'h ar restroù bras. Etre Mozilla ha YouSendIt (ur gwazerezh kadaviñ) ez eus bet sinet un emglev. Gant YouSentIt, kasit restroù betek 50 Me. Embregerezhioù all avat a sino ivez en dazont.
  • Dre un emglev etre Mozilla ha Gandi ha Hover ez eus tro deoc'h sevel ur chomlec'h personelaet diouzh Thunderbird. Gant ho chomlec'h nevez e vo kefluniet Thunderbird ent emgefreek ha barrek da gas ha degemer kemennadennoù. Ur wech ma vo gwiriet n'eo ket bet kemeret ar chomlec'h gant unan bennak all e c'hallot prenañ ho chomlec'h digant Gandi pe Hover. Gant pourchaserien ouzhpenn e vo tizhet lec'hioù all er bed ha kinniget dibarzhioù all ivez.

Roll klok ar c'hemmoù bet graet.

Evit pellgargañ Thunderbird 13 e brezhoneg.