LibreOffice a gemer plas OpenOffice.org a oa bet troet gant an Drouizig ivez. Un heuliad burevek eo LibreOffice. Digoust eo. Savet eo bet gant The Document Foundation.

Petra a ginnig LibreOffice deoc'h ?

Writer eo ar meziant da skrivañ testennoù (kewerier testennoù) e-kreiz LibreOffice. Gantañ, savit testennoù a bep seurt : lizhiri, danevelloù, levrioù. Enlakait skeudennoù, diervadoù enno. Barrek eo da grouiñ krennvaoù pe venegvaoù emgefreek. Ur geriadur da reizhañ ho skridoù a vez enporzhiet ivez. Galloudezh Writer a vasto hoc'h ezhommoù holl a-fet labour skrivañ.

Impress eo an doare aesañ da sevel kinnigadennoù liesvedia efedus. Bliverezhioù kaer hag efedoù arbennik dreist ho lakay da grouiñ kinnigadennoù o neuzioù micherel a zedenno evezh hoc'h arvesterion.

Draw a ro tro deoc'h da sevel diervadoù ha brastresoù diwar netra. Ur skeudenn a dalv muioc'h eget kalz gerioù, neuze grit gant boestoù ha diervadoù. Skeudennoù dialuskel mod 3M a vez savet gant Draw ivez.Ouzhpennañ efedoù arbennik, n'eo ket diaes.

Base eo stlennvon LibreOffice. Gant Base e vez enkorfet frammadoù ho stlennvonioù. Labourat a ra gant MySQL, PostgreSQL pe Microsoft Access ha kalz tarzhioù all. Krouet e vez stlennvonioù galloudus, enno skridfurmoù, danevelloù, gweloù hag azgoulennoù.

Math eo embanner skridoù jedoniezhel LibreOffice. Bommoù jedoniezhel, kimiezhel, tredanel a vez skrivet aes. Ataladoù skiantel a vez skrammet buan gant un doare skrivañ skouerikaet, betek an ataladoù kempleshañ.

Ur mollad da grouiñ restroù mod PDF a ginnig LibreOffice ivez. Gant teulioù mod PDF e vez kinniget skridoù kemplezh a bep seurt aes da lenn gant an holl reizhiadoù korvoiñ pe dost.

LibreOffice a roio tro deoc'h da labourat e brezhoneg gant ur meziant galloudus ha stabil. An heuliad burevek nemetañ troet e brezhoneg eo LibreOffice.

Graet eo bet labour treiñ LibreOffice gant skipailh an Drouizig.

Kavet e vo ur roll gerioù amañ

Staliañ LibreOffice e brezhoneg

Gant LibreOffice ez eo aes da zibab yezh ar c'hetal.

Kit amañ : http://www.libreoffice.org/download/

Dibabit :  LibO_3.3.2_Win_x86_install_multi.exe 214 MB

E galleg e vo graet ar staliañ.

Ur wech pellgarget, lañsit ar staliañ gant an doare personelaet

 

 

War ar voestad emziviz, pouezit war groaz "Module de prise en charge linguistique".

 

 

Diskennit betek brezhoneg, klikit war ar groaz ruz ha diuzit "Ce composant sera installé..."

 

 

Grit heñvel evit ar yezhoù all a fell deoc'h kaout.

Peurechuit ar staliañ.

 

Lañsit LibreOffice ha diuzit un doare restr. Testenn da skouer.

 

Ur wech digoret ur restr nevez, pouezit war :

Ostilhoù/Outils > Dibarzhioù/Options

War ar voestad e welot :

 

Pouezit war Yezhoù/Langues ha dibabit ar yezh a blij deoc'h.

Ret e vo adlañsañ LibreOffice kent kaout ar c'hetal gant ar yezh dibabet.

 

Lec'hienn LibreOffice
Lañvaz LGPL