Ar skrabig a-gin: ur fazi lizherennerezh boutinoc’h-boutinañ

Pa vizskrivit un destenn adalek ho keweriañ testenn e c’hell bezañ lakaet war an tu gin ar skrabig ’ dirak ar berradennoù hag ar strizhadurioù : ‘zo ha ‘barzh e-lec’h ’zo ha ’barzh, da skouer.

Evit tremen e-biou d'ar pezh fazi lizherennerezh-se hag e vez gwelet muioc’h-mui e-barzh ar c’hazetennoù e brezhoneg, eo ret deoc’h kefluniañ reizhadur emgefreek an destenn adalek ho keweriañ testenn. 

Adalek Microsoft Word, da skouer,

  1. Lañsit an arc’had « Outils / Options de correction automatique. »
  2. Diziuzit al log « Guillemets '' ou "" par des guillemets ... »
  3. M'ho peus c’hoant ma vez lakaet bepred ar skrabig ’ stouet a gleiz e-lec’h an hini eeunoc’h ' e c’hellit klokaat listenn ar gerioù a vo implijet gant reizhadur emgefreek an destenn  dre liammañ euvriñ an arouezenn ' gant ’.
  4. Bremañ m'ho peus c’hoant ober gant klochedigoù gall « », ar re nemeto a vez anavezet gant an Akademiezh Gall, e c’hellit prenañ ur c’hlavier breizhat hag a ginnig touchennoù evit an arouezennoù-se hag evit kalz arouezennoù all ne vez ket kavet war ur c’hlavier AZERTY gall boutin.

Embannadur diwezhañ e-keñver ar fazi-se : testennoù al levrig a glot gant pladenn diwezhañ ar strollad a Vro-Dreger Loened Fall a zo leun eus ar fazi-se.