« Spotka Alternate », an nodrezh eus logo nevez Rannvro BreizhLogo Bretagne


Treset eo bet an destenn eus logo nevez Rannvro Breizh gant an nodrezh « Spotka Alternate ». Krouet e oa bet an nodrezh-se gant Xavier Dupré, ul lizherennour yaouank gall. Gallout a rit pellgargañ teul kinnig al logo nevez-se amañ.

Meur a stumm ofisiel zo bet kinniget gant ar Rannvro :



Koulskoude n'eus logo ofisiel ebet gant an destenn « Rejion Bertaèyn » eta... Ha daoust eo bet laosket a-gostez gant ar Rannvro end-eeun... pe evit ma ne vefe ket kaset ar gallaoueg war-raok d'ar memes mod o deus dibabet ober gant ar brezhoneg ?

« Spotka alternate »

« Spotka »


Kinnig a ra al lec'hienn Signum Art da werzhañ an nodrezhioù « Spotka alternate » ha « Spotka ».
Setu, evit ar c’hallaouegerien hon eus krouet al logoioù da-heul !!!