Keloù-mat gant ar gummuniezh Mac: hegerz eo da bellgargañ an alberz kentañ eus MacOffice 2016. Posubl eo e bellgargañ war lec’hienn MacOffice.
Digoust eo an alberz-mañ, ne vez ket ret koumanantiñ da Office 365 evit reiñ un taol-esae. Pal Microsoft eo dastum alioù talvoudus ha kredennoù kentañ a-berzh ar gummuniezh Mac. Servijout a raio da ratreañ ha da gas war-raok ar programm a-raok e voulladur ofisiel, e-pad an hañv 2015.
Kavet e vez er pakad nevez-mañ stummoù araokaet eus Word, Excel, PowerPoint, OneNote hag Outlook.
Nevezinti a-leizh e kavor, e-touez anezho ur pemzek a yezhoù nevez skoret gant ar mollad yezhoniel, ar brezhoneg en o zouez.
Gant skipailh An Drouizig eo bet graet al labour evit lakaat ar pakad yezhoniel brezhonek da labourat gant MacOffice2016. Goude an hañv 2015 e vo posubl e bellgargañ adalek ar bajenn-mañ.
1. Ar brezhoneg e-touez ar yezhoù skoret gant ar mollad yezhoniel
2. An alberzioù: ar biziata hag ar reizhskrivañ e brezhoneg e-barzh Excel 2016 ha OneNote 2016
3. Outlook 2016 a ra gant ar bezhoneg ivez met gant an difazier Hunspell
Evit gouzout hiroc’h, kit war ar bajenn-mañ ha stailhit ar pakad brezhonek Hunspell war ho Mac.
4. Gant Word 2016 ha Powerpoint 2016 e teuio ar brezhoneg ivez a-raok miz Mezheven 2015
Gortozit eta... un taol-esae a c’hell bezañ graet dre ar stumm MacOffice 2011, kit amañ.