« Sebran 1.49 »
Troet e brezhoneg gant An Drouizig e 2004 (dija!).
Plijout a ra kalz d'ar vugale er c'hlasoù divyezhek war ar seblant... Ar brezhoneg a zo ar yezh nemeti a ra gant ur wrizienn disheñvel diouzh « zebr- » evit lakaat un anv war al loen-mañ. Graet e vez « roudenneg » anezhañ. (Evit Microsoft Windows).
Pellgargañ amañ
Notennoù gant Patrick Béchard (skolaer divyezhek),
Setu an div daolenn (hag amañ) am eus savet evit lakaat bugale vras er skol-vamm da c'hoari gant SEBRAN.
Gallet a rez lakaat en-linenn war da lec'hienn mar karez. Gante e c'hell ar vugale c'hoari gant "tap ur skeudenn", "lizherenn gentañ" hag "eñvor gerioù" dre glask douzh an daolenn ar skeudenn a zere da gentañ ha klikañ war-lerc'h .D'ar skolaer da choaz pe daolenn zo da stagañ douzh ar voger, homañ gant pennlizherennoù pe honnezh gant lizherennoù bihan, diouzh prantad ar bloavezh-skol.
Ouzhpenn da se e c'hellfe servij da bleustriñ war ar yezh hep ober gant an urzhiataer. Posubl e vefe ober un tamm didroc'hañ da sevel c'hoarioù loto, eñvor pe da aozañ prantadoù komz.
Plegfollenn Diwan Gwened (un urzhiataer gant Sebran a vez gwelet).