Internet d'ar 26 a viz Du 2013. SuperTuxKart 0.81 a ya war-wel.
Troet gant an Drouizig e welot testennoù diskouezet gant ar c'hoari e brezhoneg penn da benn. N'eus tamm mouezhioù ebet da dreiñ c'hoazh.
Ur c'hoari kartoù (kirri bihan) eo STK. Savet evit plijadur ar c'hoarierion e kinnig :
- 20 arena kadañ ha loabroù tremenet
- Skor an troc'h-skramm evit meur a c'hoarier
- Modoù c'hoari disheñvel
- Grand Prix
- Redadeg eeun
- A-enep an amzer
- War-lerc'h ar Penn
- Kerc'hat vioù
- Ur mod 'Istor'
- Tudennoù fentus gant kartoù dispar
- Mont a ra en-dro gant GNU/Linux, Windows, MacOSX, FreeBSD, Solaris
Grit gant armoù liesseurt evit dont a-benn eus ar vleinourion all.
Ur c'hoari plijus kenañ ha savet kaer !
Plijadur deoc'h !
Lec'hienn STK
Blog STK
Pellgargañ STK