Ur shell evel an ergerzhour Explorer ... kaeroc’h hag e brezhoneg ...

C’hoant hoc’h eus lakaat ur shell all e lec’h an Ergerzhour Explorer, ur shell kaeroc’h eget hini Microsoft ha dreist holl e brezhoneg penn-da-benn ? Posubl eo bremañ ... Mont a ra endro Talisman dindan holl stummoù Windows, adalek 95 betek XP. Siwazh n'eo ket digoust met n'eo ket ker kennebeut, da lavaret eo war dro 20€. Tu zo ober gantañ e-pad 30 deiz a-raok en em enskrivañ.

Lakaet eo bet ar goulev-se e brezhoneg evit netra a drugarez da gK.A.D. ...

Pellgargañ amañ