phpBB 2.0.x ha 3.0.x - php Bulletin Board
Petra eo ar forom phpBB ?
Ur meziant, skrivet e « php », evit merañ foromoù war ho lec'hienn Internet eo phpBB. BB a sinifi « Bulletin Board ». Ur meziant digor e darzh eo :) hag a c'hell bezañ staliet gant n'eus forzh piv. Dav eo koulskoude d'ho pourchaser Internet kinnig ar servijourezh « php/MySQL » evit lakaat ar meziant-mañ da vont en-dro digudenn war ho lec'hienn.
Pellgargañ ar restroù troidigezh
- Troidigezh phpBB 3.0 e brezhoneg.
- Troidigezh phpBB 2.0.20 e brezhoneg (stumm .zip, 670 ko). Evit pellgargañ ar forom en e bezh, kit war lec'hienn phpBB (e saozneg pe e galleg).
- Skeudennoù phpBB e brezhoneg (gwiskadur subSilver) (stumm .zip, 26,7 ko)
- Troidigezh ar mod « Topics Anywhere » evit ar foromoù phpBB e brezhoneg (stumm .zip, 370 ko)