D'ar c'hentañ a viz Meurzh ez eo aet war-wel Pinta 1.6.
Traoù nevez a zeu gant an handelv-mañ :
Kempennet eo bet ostilh al lunioù :
- Biroù ha kromennoù a vez treset gant ostilh al linennoù
- Kemmet e vez al lunioù goude bezañ bet treset
- Treset e vez linennoù dre c'hourzhelloù gant holl ostilhoù al lunioù
Skoret eo ar modoù Unaniezh, Ezlakaat, Xpe ha Kenskejañ.
Ur mirva evit askouezhioù o tont eus ar gummuniezh – staliet e vez askouezhioù dre voestad emziviz da ardeiñ an askouezhioù (dre lañser an askouezhioù)
Kemmet eo bet neus boestad emziviz ar skeudennoù, ganti dibarzhioù a-fet ragarventennoù, reteradur ha drekleur hag un alberz eus ar skeuden dre ur velvenn.
Azasaus eo neuzioù boestad an ostilhoù ha bostad al livaoueg, bremañ e vezont astennet a-blaen. Aesoc'h eo d'ober ganto gant ar skarmmoù bihan.
Ur bern beugoù zo bet kempennet.
Evit Windows :
Enkorfet eo bet an droidigezh vrezhoneg e Pinta, koulskoude pa vo staliet Pinta, ne vo ket diouzhtu e brezhoneg. Serrit Pinta. Kit da Program files/Pinta/Locale. Kavet e vo an holl droidigezhioù.
Kit er c'havlec'hiad anvet fr. Grit un eilad eus ar restr er c'havlec'hiad (eilit-pegit ar restr ennañ, ur restr gant copie en hec'h anv a vo krouet.
Kit er c'havlec'hiad anvet br. Eilit ar restr. Distroit e fr ha pegit ar restr. Ar restr peget a gemero plas ar restr e galleg (setu perak eo gwell ober un eilad eus ar restr e galleg).
Serrit pep tra ha lañsit Pinta. E brezhoneg e vo pep tra.