Aet eo war-wel Firefox 35 gant Mozilla.
HELLO
Eman Firefox Hello gant salioù flapañ nevez. Evit poent e vez arveret gant daou zen war un dro nemetken.
Evit arverañ Hello :
Klikit war an tri zres a-blaen ha klikit war Personelaat.
Riklit arlun Hello war ar roll arlunioù.
Klikit war Kuitaat ar personelaat
Kasit an ere dindan Kaozeadenn d'an den a fell deoc'h komz gantañ.
N'eo ket ret kaout ur gont. Mar bez graet unan e vo aesoc'h ardeiñ darempredoù an dud a vez komzet ganto.
A-hend-all
Gwellaet eo bet ketal ar c'hlask ha gweredekaet evit muioc'h a yezhoù
Gwellaet eo bet digonusted an adventañ skeudennoù o ferzhded uhel
Gwellaet eo bet dornata ar c'hemmoù stiloù dialuskel da greskaat an tizh respont
Gweredakaet eo bet ar siloù mod CSS dre ziouer