Ur meziant kelennadel o kinnig obererezhioù liesseurt d’ar vugale etre 2 ha 10 vloaz eo GCompris.
Alies e vez c’hoarius an obererezhioù, atav e vezont kelennadel avat. E-touez an domanioù da heul e kavot obererezhioù :
dizoleiñ an urzhiataerioù : klavier, logodenn, fiñvioù al logodenn...
jedoniezh : adwelout an taolennoù, kemparzh, eriñvadur,...
skiantoù : tredan, kelc’hiad an dour, ar skluzioù, ar splujerezed...
douaroniezh : lakaat ar broioù war ur gartenn.
c’hoarioù : torr-pennoù, gwezboell, c’hoari-eñvor...
lenn : pleustradur war al lenn
all : lenn an eur, livioù brudet e miltammoù, tresadennoù sturiadel...
En e bezh ez eus ouzhpenn 100 obererezh kinniget ha war emdreiñ emañ c’hoazh. Ur meziant dieub eo GCompris. Azasaet e vez ganeoc’h hervez hoc’h ezhommoù pe wellaet zoken, ha, perak ket, lakaet da vezañ arveret gant bugale ar bed a-bezh.
Muioc'h war pajenn GCompris
Un teul bruderezh evit GCompris e brezhoneg (e mentrezh OpenOffice)
Lañvaz GNU/GPL