AN TOUSEGI Goude an arnev, an tousegi a gan en arselin, a gan, pa vez o noziñ, ar c’han a blij din. E glebor ar geotoù, o c’han zo hiraezhus, e sioulded an nozioù, an nozioù kenedus. An tousegi, war lez an hent, a gan o hiraezh, hag huñvreoù dianavez, en noz, en nozioù sklent. E deltoni al leton, e kan an tousegi ; e kanont, pa vez o noziñ, ’vel ma kan va c’halon. Ar Balafenned Gwenn Pa zigor en hentoù ar bleunioù a garan, e c’han, er beure hañv, ar balafenned gwenn. En hentoù gwaskedet, brizh-heoliet o leton, — gwenan o safroniñ, eostiged o kanañ — e frond tanav ar gwezvoud, e nij ar balafenned, ar balafenned hañv. E kammigellont dibreder, en hentoù a garan. E c’hoariont en heol, a vleuñ da vleuñ, a-hed ar c’hleuzioù, e frond ar mel gouez nijet eus an targosioù kleuz. E sunont er bleunioù, ar frondoù a garan. Pa vorliv ar bleunioù ha ma tav an eostiged, ha ma vored an hentoù, en abardaez mouk, e serr o eskell kizidik ar balafenned hañv. E hunont er bleunioù, an hun a garan. Huniñ a reont e kalon ar bleunioù moredet, hag an delioù leizh, klozet da serr-noz, en o c’hreiz a zalc’ho ken na darzho an deiz ar balafenned hañv. An aezhenn a luskell o huñvreoù, an huñvreoù a garan. Hogen, pa darzho adarre an deiz, — ha bleunioù o tigeriñ hag eostiged o kanañ — en hentoù o tivorediñ ne gammigello ken ar balafenned hañv. E kalon ar bleunioù eo marvet ar balafenned a garan. Introibo Henozh emañ pellgent an deiz kentañ eus ar bloaz, an deiz kentañ eus ar bloaz mat ; ra viro an Aotrou Doue maouez ha gwaz diouzh anken ha kalonad. A-hed an amzerioù tremenet pe da dremen, ha koshoc’h e vezomp goude ur bloavezh all, pirc’hirined dizesk ha dall, mibien reuzeudik mab-den ? Nann, ne goshaomp ket dre ma’z eomp war an oad. Eus hon derou henañ da ziwezh hor buhez, ez eomp war yaouankaat bemnoz ha bemdez, e yaouankiz hon Tad. Ganet omp er pellgent, en draonienn dizudi, tud enni o kunudañ ; hag edo kroget ar riell e skoasell an hent, da bred hor ginivelezh, hor yaouankiz koshañ. Hag edo skornet an avel war ar run, pa ziskennas ar Vuhez da bokat dimp, ha da luskellat hor c’hentañ hun, e traonienn ar glebor hag ar frim ; hag edo gurudet ar richodenn e gwaskedoù ar roz. Hag astennet ar paour divouedet hag eok war revenn wenn an noz, en traonienn deok. Henozh emañ ar bloaz nevez, ar bloaz nevez o tigeriñ ; ra viro Doue tud an ti diouzh naon ha dienez. Ganet omp e traonienn an hirnez, en noz ar bloaz ma kroge ar yenijenn galetañ ; pred hor ginivelezh eo hor c’hozhni goshañ, hag e c’hoañvomp o c’hortoz yaouankiz an amzer-nevez. Douget omp bet d’an iliz, dalc’het ouzh badez gant Ael ar Blanedenn, ha fiziolet gant an Anken, da zerou hor yaouankiz. Skuilhet eo bet war hon tal dour ar C’hlanidigezh, siellet hon ene gant ardamez roueel ; galvet omp bet d’ar velegiezh en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel. Bugel sioc’han, en da gozhni ganet, Kerzh war-du da yaouankiz tonket. Henozh emañ pellgent ar c’halanna, kalanna ar bloaz kristen ; ra blijo gant Doue ho tiboaniañ diouzh kalonad hag anken. Diuzet omp bet a viskoazh da viken. — Gwa ni ma vezemp bet dibarzhet en aner ! — Kroaz hor Silvidigezh a zo roet dimp da zougen, hag un oferenn da lavarout, — un oferenn bonner. Introibo. Me a dostaio ouzh Doue, va levenez, levenez va yaouankiz. Ha n’eus den en iliz da respont an oferenn nevez. Ar gristenien diwezhañ, sevenet oferenn o fellgent, an eil war-lerc’h egile, a zo aet gant o hent. Hag an iliz a zo chomet goullo, goullo, evel skiant ur c’hlañvour o tremen en alfo. Ni a yelo davet Doue, andon ar yaouankiz wirion ; dezhañ e taskorimp hor c’horf hag hon ene, da vare an hinon. Introibo. Ret eo lidañ hon oferenn douarel dindan doare an estrenvan, hep skor na skoazell, hon-unan, hon-unan. Hag e rank pep oferenner kenderc’hel gant e oferenn, direspont e bedennoù, kerzhout en amzivin, dalc’het war e gomzoù, aon gantañ lavarout un oferenn wenn ; dre groazhentoù dic’houloù morzañ hep astal, renet gant an Tonkadur, anken evit hor mezur, a-hed hon hent, war-du ar pal. Ha bemdez e tostaomp, ha diri ha diri, e pignomp d’an aoter savet e diwezh hon hentad, pirc’hirined sammet gant doan hag ambloari, divi kent hor c’himiad. Hag e sevenomp arnodenn an douar, pirc’hirined dizesk, divi hag ampalvar, hon nerzh gourel aet da hesk ; hag e pignomp divi ha blin, strebot e kement lindag, pistig e kement tag, ha gloaz e kement atahin. Bemdez avat, ha bemnoz e vezo distrujet hor c’hozhni douarel hag al levezonoù aner, hor yaouankiz hepken a vezo aotreet da dostaat ouzh an aoter. Bemdez e pellaomp diouzh traonienn ar gortoz, war-du annez an hoal-vat ; ha bemdez ha bemnoz ez a hor yaouankiz war yaouankaat. E-doug ma savont eus traonienn ar pened, e pign da Zoue kan ar birc’hirined : Gwelout a reomp o tigeriñ an deiz kentañ eus ar bloaz ; ne vezo mui na doan nag anoaz, nemet levenez en hon ti. Pa vezimp degouezhet, simidi doueel, war run an heol, e vezo enaouet e pep tu d’hon aoter, evit hor gouel, ar steredegoù holl. Enaouet e vezo ar steredegoù en Iliz divolz ha dic’hourin, ha Mab Doue E-unan a responto d’ar gorreoù, hon oferenn anterin. Tad, setu ho kig, setu ho kwad. Hag endra ma vezimp degemeret e-metou ar C’hoskor, eus run an heol e savo ar bangor : Hiziv emañ an deiz kentañ eus ar bloaz mat, derou hor yaouankiz divarvel. Ne vezo nag anken na kalonad en Tad, er Mab, hag er Spered Santel. BALAFENN Bemnoz, kerkent ha ma veze ar gouloù war enaou, em c’hambr dizarempred e nije ur valafenn, hag e c’hoarie er sklerijenn, bemnoz, bemnoz, evel va huñvreoù. E sklerijenn o krenañ e krene an eskell, ha bemnoz ha bemnoz, e tenesae dibreder ouzh ar sklerijenn c’hell, ar valafenn noz. Hag e tegouezhas e-kerzh un noz ma begas an tan e seiz an eskell kizidik. Ouzh kalon ar sklerijenn e kouezhas ar valafennig, ker buan hag an huñvreoù noz. …Em noz dizarempred ne gren mui eskell er sklerijenn ; ar valafenn gloazet em eus lazhet, hag ouzh ar speurenn em eus staget, gant ur broud etre o eskell kloz, siwazh din, an huñvreoù noz. SERR-NOZ Azezet e oa war lez an aven, O c’hortoz an hini a gare. Uhel e oa an heol pa zegouezhas er glenn. …En-dro dezhañ e noze. En halegoù e bleuñv ar vilzig a oa tavet ; War gorre ar c’hegid gwenn an nadoz-aer a vorede, hag eñ a c’hortoze ar plac’h na zeue ket. E bevenn ar c’hornog e taskrene ruzoni, Skeud ar c’hegid gwenn a varve e-barzh an dour, Lanv blot ar vorenn a bigne lizidour. Hag eñ a welas e oa o noziñ. Sevel a reas goustad, Kemerout a reas en-dro gwenodenn an dorgenn, Hag an heol o vervel a skuilhas en aven Ur veradenn wad. AR FEUNTEUN ZU An dour a gouezh, goustad, berad ha berad, a-hed ar raden gouez. Didrouz ha lizidour e virbilh an dour diouzh gorre an bantenn ; abaoe kantvedoù e kouezh a veradoù ingal, ingal, diouzh kalon ar garregenn. Noz ha deiz, a-hed ar raden leizh, berad ha berad, goustad. Hep trouz ebet e kouezh a-hed ar raden gouez, en un naoz re zon evit bezañ gwelet. Perak avat e c’hoarvezas, p’edon va-unan, e chomis betek ma nozas o sellout, en estrenvan, ouzh an dour o veradañ ; ha pa nozas, e klevis ar garregenn o wadañ, a-hed ar raden hir, berad ha berad, goustad, e kalir an noz. ARNEV El liorzh broutac’het, ar rozegoù A stou d’an douar o bleunioù limestra ha divi. El liorzh broutac’het, ar bleunioù Zo stouet ha difiñv, evel pa vezont o pediñ. E poultrenn an alezioù… mezv Gant heol tomm pe wad berv, Al labousedigoù en em dag etrezo, Gant c’hoant en em barañ. En oabl skedus ha goret e pign ur goumoulenn : Koumoulenn ruz… Ha glav hag avel ’vel anken. Ar rozegoù ruz a stou o fenn hag a gren Gant an arnev o tremen. Al labousedigoù simudet war o c’hlud A zo tamolodet an eil ouzh egile. Selaou a reont, Endra m’emañ an avel o c’hoari en o fluñv. Ul luc’hedenn a darzh skedusoc’h eget an heol .................................ur wennili, ............................................ ............................................ Pellaet eo an arnev. Laboused bet ankeniet, moarvat, A gan hep krediñ… Dreist ar c’houmoul, pa groze an arnev. Hag e tigoran va fenestr bras. Ar goukoug, Ar wech kentañ er bloavezh-mañ, ............................... HEOL Heol Heolioù War an houlioù a goroll Afoù skedus ar mintin d’an aod ha d’ar wagenn Ur c’han a drid er sklerijenn, sklintin, hag a varv dre ma tec’h e kanenn ar wagenn Hag ouzh hec’h askre noazh gant an heol kenedet evel an ed azv, ouzh he muzelloù o c’hervel afoù harluet, ouzh kevrin he daoulagad du lufrus e giz ar glizh doueez dianav, gweledigezh ar Gened, tarzhet e bro ar sklerijenn e taskrenas ene va yaouankiz Ha gant he zreid difiñv e keje flourik al lanv. ⁂ E sioulded an iliz dindan afoù ruz gwad an heol silet a-dreuz sae limestra ar C’hrist ar goursav direol Azeulidigezh ar glin kinnig an dorn — an daou zorn o kinnig o c’hren Karantez ar vuzell — an div vuzell distardet o c’hervel afoù dianav d’an den Heol hag orged doueel e lufr he daou heol du ⁂ Sellet em eus ouzh an aod. Azezañ ’ris hep bezañ ouzh he gortoz Klasket em eus e kanenn al lanv ur c’han heñvel ouzh he c’han hag en aezhenn an iliz frond hec’h alan hec’h ene e frond an iliz he skeudenn e-touez gwerc’hezed ar gwerioù Biskoazh ne gavis skeudenn ouzh skeudenn va huñvreoù Klask a ris neuze kanañ ar c’han, klevet e bro an heol ha bezañ divenoz Hogen va c’halon a oa tregernek e giz an noz SKUIZHDER Perak genel, Doue, peogwir n’eo ar vuhez Nemet ul luc’hedenn o tremen war ar bed ; Peogwir n’eo nemet tristidigezh, Ha teñvalijenn hag anken ? Perak d’ar sklerijenn ’ tigor hon daoulagad, Peogwir ’ vent, peurvuiañ, leun a zaeloù c’houero ? Perak e valeomp dindan an oabl garo, War hentoù leun a spern, i ruziet gant hor gwad ? Yaouank-flamm on, koulskoude : c’hoazh ne ’m eus baleet Nemet ’pad ugent vloaz, war ribl teñval ar bed, Hag e-pad ’mañ an heol o par’ d’ar yaouankiz, Warnon ne gouezh nemet koumoul an arnev... ’Vel ar re all on mab dit, o Doue ! Koulskoude, Hep ur sell a druez, va-unan, hep diskuizh, Hep harp d’am izili brevet, Dic’hoanag em c’halon, va ene ankeniet, Dindan an oabl izel, en un noz peurbadus, Kreiz an arnev, ne glevan nemet mouezh skiltrus Al labous-mor hag hirvoud an avel. ’Vel ho mibien, Doue, ’zlefen bezañ laouen, Evel ar re a zo dirazoc’h daoulinet, Laouen evel ar re a bok d’ho treid toullet, Hag a sko d’o feultrin gant mein kalet an hent... ...Ha tristidigezh zo war va zal ; Va ene zo leun a c’hlac’har, Ha kaer em eus sellout war-zu an neñvoù dall, Dreuz ar c’houmoulenn du, steredenn ’bet ne bar. Ar goabrenn a ziskenn muioc’h-mui, Prestik, tost ouzh va fenn. Va beaj ’ zlefe bezañ ken hir c’hoazh, ’barzh echuiñ, Ha dindanon, ’ tigor ’vel an islonk divent !... War ar bed ’vezin bet ’vel un evn o tremen !... Koun a zeu din bremañ eus an amzer eürus Pa bare din an heol arc’hantet. Ar bed n’am sponte ket gant e zeizioù poanius, Hag ar c’houzañvoù ’oa ar brasañ levenez. Pa gouezhen d’an douar, diouzhtu ur mignon Am save gant douster, a sarre va gouli... Met, hiziv, mar teufe ur mignon d’am frealziñ, Re ziwezhat ’ vefe : va goulioù zo re zon, Ha va c’halon bemdez a wado hep ehan Betek deiz eürus va zremenvan. O, amzer gwechall !... O, huñvre dudius, Hag a lugerne dec’h, hag hiziv pell ouzhin ! O, kouent santel, mogerioù kozh, sioulded peurbadus, Daoust na oa ’met an huñvre an eurvad a rojout din ? O, kouent santel, dirazon, ’vel ur skeud, chom bepred, Evit am frealziñ, pa gouezhin war an hent. Mes, lec’h bezañ laouen, perak, leun a anken, E ouelan ’vel ur bugel, war hent kalet ar bed ? Perak ’ c’houzañv va c’halon peurfreuzhet Gant an taol laonenn ? Klevout ’ran an arnev o krozal war ar mor. Ra savo ! Ra yudo ! Gant va divrec’h digor, Laouen hen resevin. Bemdez, gant ar varrenn, bugelig an Arvor War-zu glannoù dianvez, ’ yelo gant ar bezin. Kouent sakr, lec’h ar repoz, Ganit ne c’houlennan nemet ur sklerijenn, ’Vel bannoù an tour-tan, e-kreiz ur mor direizh, ’Vit ma welin, war diwezh va hent, ’Pignat d’an Neñv, ur Gouloù-deiz ! NOZ Noz eo. Sioul an deñvalijenn. A vare da vare; c’hwitelladenn ur marc’h-du, er pellder. Va c’heneiled a gousk, dianken. Ar c’housked a bella ouzh va orilher Perak ne gouskan ket, ’vel ma ra ar re all ?... Petra a vir ouzhin ?... N’ouzon ket. Va daoulagad a sell dirazo, difiñv, Hag a glask war ar voger skeudennoù an amzer gwechall. Gwasket eo va c’halon etre dent un durkez, Ken e kinnigan yudal. Va c’horf a c’houzañv gant poanioù va ene. Va ene ?... Perak eo doaniet, hi ? N’ouzon dare... N’ouzon dare ha gant an daeroù, hag an enkrez, Eo c’hwezhet va feultrin ha gwasket va gouzoug, ’Vel gant kordenn ar groug. Karet ’rajen gouelañ, ha n’on ket ’vit ober, Karet ’rajen harzhal, ha tevel eo va youl. Klevet a ran trouz a-dreñv ar voger, Daoust ma ouzon mat-tre ez eo ar vanell sioul. C’hoarzhin ’ran, a-wechoù, ’vel un den diskiant. Pa vez krignet va c’halon gant ar velkoni. Droug em eus ouzh ar gisti, Ha droug em eus ouzh an neb a zo sant ; Droug ouzh an neb ’zo ’tre an daou, Rak droug a vagan ’vit kement gaou. Ar c’hi, pa grog, a zo ennañ kounnar. Reizh eo, pa lip dit da zremm, Pa vez gwasket gant ar glac’har, E klever anezhañ o ’n em glemm. Gwelout a reomp e zroug, e boan, e nec’h, hervez ma harzh. Ki eo, ki a darzh. Tu enep an neuz eo tu gwir an den. Ha bevet an neb a skop war hon douar gant heug santel, Hag a bign pell diouzh ar boultrenn, pell diouzh ar glaour, a daolioù askell. Klevout a ran ur vouezh, pell, pell, du-hont, Ur vouezh marv abaoe pell ’zo. Mouezh ur plac’h eo ?... Petra ’ lavarin dezhi peogwir eo va c’halon Goullo. Yud a glevan, ha difronk, galvadennoù ha goaperezh. Glac’har ha truez Feiz, kan ha dic’hoanag kri, Pedenn karantezus ha garm ki, Dispac’h ha reuz. En va c’halon eo em eus klevet. ’Vit tremen va amzer kemeret em eus Al lizheroù ec’h eus din-me skrivet, A-hed an amzer dibunet, Ha dilavar on chomet, hep mennoz hag hep keuz. Dastumet em eus da lizheroù, Hag o lakaet el lec’h edont. Er paperoù-se nag a huñvreoù, Nag a feiz dispont ! Ha va divrec’h a zo kouezhet a-hed va divesker, ’Vel divrec’h skuizh ar gourener. Santout a ran va c’halon o c’hwezhañ ’giz ur gor, Gant goell ar gourvenn. Noz eo. Sioul eo kement tra, nemet ’us d’am fenn O klask lazhañ ar gouloù, e nij ur gelienenn Lor.